skuizh-divi
Neuz
Brezhoneg
Anv-gwan
skuizh-divi /skɥizˈdiːvi/
- Ken skuizh ma ne c'haller mui ober striv ebet
- He c'halon, avat, o vihanaat hag ar goanag o koazhañ en he c'hreiz : marnaoniek, skuizh-divi, evel eur baourez... — (Roparz Hemon, An Aotrou BIMBOCHET e BREIZH, Skridoù Breizh, eil emb. 1942, p. 68.)
- O mirc'hed zoken a oa gwasket gant an tommder, hag a seblante skuizh-divi. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 70.)
- A-benn ar fin, skuizh-divi, dre hir gouelañ ha difronkal, en em astennas war he gwele, en deñvalded, hep bezañ graet zoken ur sin ar groaz evit en em wareziñ ha, damvouget gant ar glac'har, en em roas da gousket. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 19.)
Gerioù heñvelster
Troidigezhioù
- galleg : épuisé de fatigue (fr)