sant
Neuz
Gwelet ivez : Sant , Sant- |
Brezhoneg
- Diwar ar ger latin sanctus.
- Meneget en henvrezhoneg hag er C'hatolikon (sant).
- Da geñveriañ gant ar gerioù sant en kembraeg, sans en kerneveureg.
Anv-kadarn
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | sant /ˈsãn(t)/ |
sent /ˈsɛn(t)/ |
Benel | santez /ˈsãntɛs/ |
santezed /sãnˈteːzɛt/ |
sant /ˈsãn(t)/ gourel (liester : sent ; benel : santez)
- ⊟ Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Da serr-noz, hervez 'gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-sez... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 55.)
- ..., met allas e soutanenn damwenn a denne da gouez sant Loeiz « du pa vez gleb, ha pa vez sec'h gwall vrizh ». — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 23.)
- Pa seller etremek ar c’hreisteiz, he deus doare Tuchenn Sant Mikael da vezañ stag ouzh Tuchenn ar Mouilc’hi, anvet c’hoazh Menez Kador. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 15.)
- - Evidon na rin kennebeut !
Noazh va faotred, va chatal treut :
Na rin ket, m'hen toue ru-glaou-tan,
Sant Kado kerkoulz ha Sant Yann ! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 196.) - ..., merc'hed diwar ar maez, stardet ganto o disglavieroù war boull o c'halon, o pediñ Sant Paeron Lannevern. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 25.)
Troioù-lavar
- Bezañ ur sant koar
- Da zeiz Sant Bikenig
- Dougen banniel sant Laorañs : bezañ sot
- Kas unan bennak da welet sant Pêr
- Kousket e-barzh liñselioù sant Pêr
- Lavaret etre e sant hag eñ
Troiennoù keñveriañ
- Bezañ nec'het evel sant Pêr gant e bec'hed
- Bezañ fur evel ur santig plastr/pri
- Chom mut evel ur sant koad
Krennlavaroù
- Hemañ zo evel Sant Tomaz
Diwezhañ den a gredas - Itron Varia-Druez hag an Aotrou Sant Pêr
A ro d'ar gwall saout kerniel berr - Ne servij ket
Pediñ ar sant pa ne glev ket
Gerioù kevrennek
en anvioù-lec'hioù :
evel rakger :
Deveradoù
Troidigezhioù
Kembraeg
Anv-kadarn
sant /sant/ gourel; (liester saint /sajnt/), seintiau /sejntiaj/), .
- Sant.
- Dewi Sant : Sant Dewi.