rok
Neuz
Brezhoneg
- ⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | rok |
Derez-uheloc'h | rokoc'h |
Derez-uhelañ | rokañ |
Derez-estlammiñ | rokat |
rok /ˈroːk/
- lorc'hus ha faeüs :
- [...], gant ma raio e baotr rok, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 130.)
- bezañ rok ouzh ub
- War am eus klevet e voe eürus ganti e-pad e vuhez, hag e voe ken mat outañ ha ma 'z oa bet rok a-raok ouzh ar roue. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 68.)
- rok an tamm ac'hanon
- — Ia, ha rok an tamm ac'hanoun, zoken. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 317.)
- rok an tamm anezhañ
- Hag hen kuit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou ! — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 55.)
- — « Petra, » eme ar roue, « [...] ? Deuet eo rok an tamm anezhañ, evit doare ; [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 163.)
- rok an tamm anezhi
- [...], ha broudet — hervez lod, — gant e wreg, eur vaouez beg figus, rok an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da... Bariz, respet d'eoc'h, Bretoned !... — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 160.)
- [...], mes gwreg ar c'hloc'her eo koulskoude rok an tamm anezi, eur goz « Vari Beg-arok ha Fri-furch ». — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 44.)
- rok an tamm ac'hanoc'h
- — Rok an tamm ac'hanoc'h, a gaf dign. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 64.)
- rok an tamm anezho
- Rok an tamm anezho, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 37.)
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Adverb
rok /ˈroːk/
- lavarout un dra bennak ken rok ha tra : evel un den rok
- — Ar polis? Me 'rey ar polis, me, aman hirie! eme ar pôtr yaouank, ken rok ha tra. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 166.)