rak
Neuz
Gwelet ivez : rag, rhag, rhag- |
Brezhoneg
⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | razon |
U2 | razout |
U3g | razañ |
U3b | razi |
L1 | razomp |
L2 | razoc'h |
L3 | razo |
D | razor |
rak /ˈrɑːk/
- Kaout aon rak un den pe un dra bennak
- « [...] N'ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 18.)
- [...] ; mes aon o doa rak o mestr, hag ouzhpenn ne ouient war-zu pe du treiñ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 36.)
- [...] ; e dri mab o deus an aer da vezañ paotred start, ha n'o deus ket aon rak o skeud. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 61.)
- [...] , beleien ha n'o doa ket aon rak ar marv. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 69.)
- Kerlaban. — N'eo ket an aoun rag ar maro, rag archerien, rag bourrevien eo am laka da dec'het, [...] ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 39.)
- [...], rak aon hor beze rak Soaz Sapeur deut bremañ da chom en ti melen hag a rae war dro ar gegin hag ar stal. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 42.)
- Aon ruz en devoa rak e samm, krenañ a rae evel ur bern delioù ha c'hwez ar gouez a rae dezhañ diroc'hat, [...]. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 24.)
- Biskoaz n'e-noa bet aon rag naer ebed, nemed rag honnez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 218.)
- Me am-bez aon rag ar rederien a zeu war ar vro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 436.)
- spontañ rak un den pe un dra bennak
- Me a oa spontet rag ar briz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 488.)
- Kaout aon rak ober un dra bennak
- Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 27.)
- Me n'am-eus ket aon rag beza daonet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 218.)
- Me am-bez aon rag koueza pa'm-bez botou laosk. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 307.)
- diwall, teurel pled rak ober un dra bennak
- Tôl pled rag koueza ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 218.)
- Tôl pled rag koueza war da benn er mor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 221.)
- Taol pled rag koueza. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 273.)
- Gant aon rak
- [...], gwennet e benn gant aon rak an ifern, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 37.)
- Hep aon rak
- [...] ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 27.)
- rak aon
- rak-se
- rak-tal, raktal
Stagell genurzhiañ
rak /rak/
- Stagell etre div lavarenn dizalc'h, da ginnig an eil evel abeg d'an hini gentañ (ha ne vez ket lakaet ar verb displeget war he lerc'h).
- Ne ouzon ket, ma zad, rak o-zri o c'haran, kement an eil evel egile, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 189.)
- « Job, ret eo deomp en em zispartiañ, rak poent eo deoc'h distreiñ d'ar gêr a-raok an noz. [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 45.)
- N'eo ket me a zo kaoz, int-i o-unan eo, rak n'o deus ket graet kalz a draoù vat. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 135.)
- Klevit, bugale, a-barzh nemeur e vezoc'h hoc'h-unan war an douar, rak mont a ran diganeoc'h ; ... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 3.)
- Daoust ma 'z eus da ziwall er gouent zoken, rak an Diaoul a zo soutil, lies-stumm, diniver e widreoù !... — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 18.)
- En ifern e tle bezañ rak bemnoz e teu en-dro d'ober reuz. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 118.)
Stummoù rannyezhel
Stagell isurzhiañ
Adverb
- rag-
- Araogennoù brezhonek, stag
Fazi
- Tud zo a gred e talv kement hag "abalamour da"; n'eus skouer skrivet ebet a gement-se betek-hen.