prim
Neuz
Brezhoneg
- ⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | prim |
Derez-uheloc'h | primoc'h |
Derez-uhelañ | primañ |
Derez-estlammiñ | primat |
prim /ˈprimː/
- A vez lavaret eus unan ne chom ket da dermal pe da c'hortoz a-raok ober un dra bennak.
- Abred.
- Avaloù-douar prim.
- buan, taer:
- Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 20.)
- Bezañ prim d'ober un dra bennak : ober an dra-se hep termal.
- Ne voe ket prim a-walc’h da lammat. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 127.)
- O ! ya, prim om da skei. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 431.)
- Kizidik e oa ha prim da fuloriñ ; neuze e vouezhig dous a goeñve ha ne veze ket pell o kas an nen da dreiñ bili d'an aod'. — (Ernest ar Barzhig, Minna ha danevelloù all..., Mouladurioù Hor Yezh, 1988, p. 147.)
Gerioù enepster
Gerioù kevrennek
Implijet evel rakger :
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Adverb
prim /ˈprimː/
- En ur doare prim, hep termal, hep gortoz.
- En hent bremañ, paotred! ha prim, ha goustadik! — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 13.)
- mont, dont, redek prim : buan
- Eomp kuit eta, hag eomp prim. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 58.)
- ... laret dezhañ dont prim d'ar gêr. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 29.)
- Met kerkent ma c'halle kaout e du e em denne digant e vamm hag e rede prim d'an aod. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 112.)
- Kerzh prim, emezañ, da gerc’hat div bal ... ma touarfomp prim an hini gozh ... . — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 22.)
- "Reune, ma mignon, ne gav' ket deoc'h ec'h eomp re brim ?" — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 20.)
- ober un dra bennak prim: buan
- Prim goude : nebeut goude.
- Met prim goude e sant ur bismigadenn en e galon. — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 68.)