na
Neuz
Gwelet ivez : Na |
Brezhoneg
- ⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Rannig-estlammiñ
na /na/
- Rannig dirak un anv-gwan da zegas un estlammadenn (kemmadur ebet).
- Na brav !
- Na laouen e vezin ha dibreder. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 56.)
- Na bihan an den, a soñjas an enseller, e-keñver ur seurt ec'honder ! Na dister hon trevell er bed-mañ e-keñver ar beurbadelezh ! — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 108.)
- « O ! Laou, bennigomp eta an Aotrou Doue. Na mat eo bet ouzomp memes tra ! Labouromp start da servija anezañ ervat. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 91.)
- Na tener e pok dezhañ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 49.)
- Na teñval eo eno ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 86.)
- dirak un anv-gwan en derez-estlammañ, evit kreñvaat
- Na bravat kanerezed ! — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 71.)
- Na kaerat koueriadez ! — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 55.)
- dirak ar rener e deroù ur frazenn:
- Oh ! sac'h an dien ! na me zo diot ! bez' em eus aze er baner peadra da zibri... — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 91.)
- Na c'hwi a gomz brav, Pêr ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 26.)
- Na Job ar c'hloc'her a oa laouen e galon o vont d'ar gêr da ouel an Anaon klemmus ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 237.)
- Na me zo laouen ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 237.)
- dirak gerioù goulennata pe estlammata:
Gerioù heñvelster
Notenn
- « nag » dirak ur vogalenn pe dirak un « h » na vez ket distaget.
Stagell genurzhiañ
na /na/
- Stagell-genurzhiañ en ul lavarenn-nac'h (kemmadur ebet da-heul).
- — «Ya da, » eme an drouiz kozh, « ne c'hell bezañ bugel hep tad na netra hep krouer. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 159.)
- Ger nac'h etre div genlavarenn
- Den ne ouie da belec'h e oa aet, na den zoken ne glaskas her gouzout. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- na ... na ...
- Na te na me. Na laezh na sukr.
- Na ... ivez:
- — [...] ; goût a rez pelec'h emañ kastell ar C'horf-Hep-Ene ?
— Nann, ne ouzon ket.
—Na me ivez siwazh ! [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 31.)
- — [...] ; goût a rez pelec'h emañ kastell ar C'horf-Hep-Ene ?
- Na ... kennebeut:
- — Nag evidomp-ni ken nebeut, eme an oll. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 5.)
- Nak hen, ken nebeut, ne d-ea var dro den ; ne veze zoken na var dro belek, na var dro iliz ebed. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 299.)
- En droienn hep ... na ...
Notenn
- « nag » dirak ur vogalenn pe dirak un « h » ha ne vez ket distaget.
- Un tïig bihan gwenn n'e-neus na dor na prenn ? – Un ui. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 330.)
Stagell isurzhiañ
na
Rannig-verb
na /na/
- Rannig an doare-gourc'hemenn er stumm-nac'h (kemmadur er verb war-lerc'h).
- Na c'hoarzhit ket ! — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 50.)
- — « Tamm ebed, Yann ! Na glask ket anezan e-touez bugale an dud, rak n'her c'havfes ket. [...]... » — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 43.)
- Bez kalon bepred… ha na gomz ha na en em glemm… rak anez ez omp kollet hon-daou. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 203.)
- Na bok da blac’h ebet ac’han da neuze, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 158.)
- Grit bremañ ho mad gantañ, ha kredit pe na gredit ket ez eo gwir. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 129.)
- Ha na droit ket ho penn… ha na rit ket lagadig … klevout a rit ? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 105.)
- Na zaoubennit ket ac'hanon evel-se ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 217.)
- Da zigeriñ un islavarenn-stag:
- An hini na sent ket ouzh ar stur
Ouzh ar garreg a raio sur.
- An hini na sent ket ouzh ar stur
- War-lerc'h « ken », en droienn « ken na ».
- Chom a rin ken na vo noz.
- War-lerc'h « diwall ».
- Diwall na gouezhfes.
- Diwallit, aotrou, na gouezfac'h : aze ez eus ur puns. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 49.)
- Sane. — Oh ! diwallit, pa lavaran d'eoc'h, na deufe unan bennak, [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 3.)
- Gant diwall na rajent trouz e oa graet prim an taol. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 37.)
- Diwallit, va fried, eme ar wreg yaouank, na ve gaou a lavarfac'h ! — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 35.)
- — « Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 110.)
- War-lerc'h « kaout aon ».
- [...], rag aoun o doa na viche en em zavet ar bourkiz (!) enn ho enep. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 143.)
- Sane. — Va Doue, Herve, aoun am eus na vefemp gwelet o komz an eil gant egile, [...]. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 3.)
- War-lerc'h « lakaat evezh ».
Roll an daveoù :
- [1] : Brogarour, Onenn, 1936, p. 71.
Kembraeg
na
- na
- [na]], rannig an islavarenn-stag er stumm-nac'h war lerc'h ur rener (war-lerc'h ar renadenn e lakaer nas):
- Gwrthodais y rhai na hoffwn. Nac'het em eus ar re na blijent ket din.
- Rhaid torri'r coed na ddygant ffrwyth. Ret eo troc'hañ ar gwez na zougont ket frouezh.
- ne, rannig an islavarenn-nac'h, nad dirak ur vogalenn.
- Gwn na ddaw hi. Me oar ne deuy-hi ket.
- na rannig astumm nac'h an doare gourc'hemenner
- Na ladd. Na ddwg gam dystiolaeth. Na lazh ket. Na zoug ket falstesteni.
Gerioù heñvelster
Alamaneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat en alamaneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- ⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Estlammadell
na! /na/
- Ma !.
Portugaleg
Araogenn
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | no | na |
liester | nos | nas |
na
- En, er, el.
- Vou ficar na casa. Me zo 'vont da chom en ti.
Rummadoù:
- Brezhoneg
- Wikeriadur:Etimologiezhioù a vank e brezhoneg
- Rannigoù-estlammiñ brezhonek
- Stagelloù kenurzhiañ brezhonek
- Stagelloù isurzhiañ brezhonek
- Rannigoù-verb brezhonek
- Kembraeg
- Alamaneg
- Wikeriadur:Divrazoù en alamaneg
- Wikeriadur:Etimologiezhioù a vank en alamaneg
- Estlammadelloù alamanek
- Portugaleg
- Araogennoù portugalek
- Brezhoneg eeun
- na