Mont d’an endalc’had

kerent

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Diwar *karant- (a zo deveret ar ger karantez dioutañ ivez) hag a zo anv-gwan-verb kozh en tu gra ar verb kar-out[1].

Furm anv-kadarn

Unander Liester
Gourel kar
/ˈkɑːr/
kerent
/ˈkeːrɛn(t)/
Benel karez
/ˈkɑːres/
karezed
/kaˈreːzet/

kerent /ˈkeːrɛn(t)/ liester

  1. Tud kar ( furm lies an anv-kadarn kar):
  2. Tad ha mamm ur bugel :
    • An Tadou a Vreuriez ar Speret Santel hag a galon Santel Mari eo a zao ar scol-ze, hag evelse n'o devezo ket ar gerent da gaout aoun o fiziout ho bugale enho. — (G. M., Skol Santel Mari, Feiz ha Breiz, 10 Gouere 1869, p. 174a.)
    • An niver a scolaerien Santez-Mari a ia ato var gresk, hag ar fizians a ziskuez ar gerent o tigas ho bugale di, ha zoken euz a bell, a zo eun testeni euz ar gelennadurez vad ha christen a resevont digant ar vreudeur carget d'ho scolia, [...] — (G. M., Keleier, Feiz ha Breiz, 6 Eost 1870, p. 216b.)
    • Ober a reaz he unan ar pez a dlefe ato ar gerent da ober ma o defe soursi avoalc'h euz a ene ho bugale.... — (G. M., Feiz ha Breiz, 23 Gwengolo 1871, p. 266b.)
    • [...], dreist-oll evid ar vugale n'ho devezo mui na tad na mamm, goude ma vo bet divorset ho c'herent, [...] — (A., Kemper, 19 a viz C'huevrer 1881, Feiz ha Breiz, 19 C'hwevrer 1881, p. 57a.)
    • Hervez lezenn ann 28 a veurs n'euz netra da lavaret d'ar gerent pa respountont evelse, ha ne vezo ket klasket affer ebet out-ho daoust ma ne da ket ho bugale d'ar skol. — (Kenavo, Ar Scoliou a c'hiz nevez, Le Courrier du Finistère, 11 Du 1882, p. 1c.)
    • Skol, ha skol euz ar re wella, a reont, karet int gant ar vugale hag ho c'herent, [...] — (Skolaerez laik Plouzane hag he metalenn arc'hant, Le Courrier du Finistère, 12 Genver 1884, p. 1d.)
    • Lezenn ann 28 a veurs 1882, daoust peger fall eo, a lavar e c'hell ar gerent choaz ar skol a geront evit ho bugale : [...] — (Enor da Lokournanis !, Le Courrier du Finistère, 23 C'hwevrer 1884, p. 2b.)
    • Eun den a skiant-braz, evit-han da veza paian, he hano Kuintilian, a lavare d'ar gerent choaz atao ar re vella etouez ar vistri mad, evit skolia ha diorrenn ho bugale [...] — (Map he Vamm, Guipavaz, Le Courrier du Finistère, 6 Eost 1887, p. 2a.)
    • Mont a ri gant-han d'ar skoliou braz, ha mar fell d'id beza eur bugel zentuz ha doujuz, mar fell d'id studia a greiz kalon, e teui da veza eunn den gwiziek, hag e tigolli da gerent euz ar boan o defo bet ganid... — (Ervoan a Gerarvor, Iannik Kerdu, Le Courrier du Finistère, 15 Kerzu 1888, p. 1c.)
    • Piou eo ann hini a zo bet tapet ? Ar mestr-skol. Kerent ar bugel ho deuz lavaret d'ezhan en doa great mad, hag ho deuz he gaset da skol ar Frered ; eno da viana e vezo desket d'ezhan he gatekiz. — (Yvon ar Breizad, Eunn histor vrao, Le Courrier du Finistère, 24 Genver 1891, p. 2a.)
    • Renevezi al lezennou great divar-benn ar skoliou, ha lemmel dioutho kement tra a zo kountrol d'ar relijion katolik ha d'ar gwiriou ho deuz ar gerent var ho bugale ; [...] — (Unvaniez ar Fransizien katolik, Le Courrier du Finistère, 18 Ebrel 1891, p. 2b.)
    • Kerent kristen, d'oc'h-c'houi hebken e da doler evez : diouallit da fiziout eneou ho pugale er skolaerien treitour, [...] — (Ar c'hatekiz er skoliou laik, Le Courrier de la Cornouaille, 12 Kerzu 1891, p. 1d.)
    • [...] a zigemer ar vugale ha n'ho deuz mui na tad na mamm pe ar vugale dilezet gant ho c'herent. — (Kergroaz, Trubarderez-iud ar Republik, L'Espérance Bretonne, 9 Gwengolo 1899, p. 1c.)
    • Hor c'herent eo a dleomp da garet da genta. — (w:Katekiz ar vugale vihan, p. KAVV, 1911, p. 31.).
    • deveriou ar gerent e kenver ho bugale. — (w:Ar Pevare Gourc'hemenn a Zoue, p. PGAZ, 1922, p. 60.).
  3. Kerent da unan bennak:
Notenn

Kemm a vez graet peurvuiañ etre kerent (diwar-benn an dud kar a bell pe a dost) ha tud (tad ha mamm). Koulskoude e kaver:

A seblant kontrol d'an dra-mañ:

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Rimadell

    • Me 'm eus kerent e Pontrev,
      N'onn ket pe int marv pe int bev
      .

Krennlavaroù

Anagramoù

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :