gwragez
Neuz
Brezhoneg
Furm anv-kadarn
gwragez /ˈɡ(w)rɑːɡe(s)/
- Furm lies an anv-kadarn gwreg
- Ar gragez, er gear, a glemme o velet ho zud oc'h en em gaout er stad-se euz ho marc'had, ha dreist-oll, o velet pegement a zispign a veze great. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 309.)
- Ma en divije gallet mestr ar c'hastell lazhañ Levenez, evel e wragez all, e vije bet e dekvet, hag en devije lazhet ugent o lazhañ dek, hag e vije aet neuze da sorser. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 279.)
- « Gwragez, eme Vatriona en ur dremen e-mesk ar re diwar ar maez a oa aze o pediñ, [...] ? » — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 38.)
- Bilzig a zelaoue, hag a gleve prezegenn ar gwrage, en-dro da Izabel. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 18.)
- Da noz, eun toullad gwrage ha merc'hed a arruas da gerc'hat o zud; mes an darnvuian eus ar re-man ne oant ket gouest da deurel eun troad a-rôg egile. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 40.)
- N'eo ket degouezhet ganin gwelout nemeur a wragez diwar ar maez ken mistr, ken kempenn ha hi ; [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 15.)
- — Hag ar gwragez, pare dalc'hmat d'e harpañ... Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc'hoarzh ha diouzh o doareoù seven... Seul-guñvoc'h seul-zañjerusoc'h ! Diwallit ! Emañ an Naer skoachet dindan ar Vleunienn !... — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 18.)
- Ne oa ket gwall zereat kement-se marteze, hogen gwelloc'h e kave un darn vras eus ar baotred sevel tiegezh, ha bevañ gant gwragez kozh a-walc'h da vamm dezho eget bezañ lakaet war var da goll o c'hroc'hen, war dachennoù-brezel an Alamagn pe ar broioù estren all. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 8.)
- Ur feunteun a zo e kêr ha di ez a ar wragez da gerc'hat dour. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 217.)
- Pa vez brum an deiz kentañ a Vae
Paotred Kernew a bil o gwragez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.) - Pa ra glaw an deiz kentañ a Vae e pil ar C'hallaoued o gwragez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
- Paotred Skaer ...A staot o gwragez ouzh ar voger.
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- galleg : épouses (fr) , femmes mariées (fr)