gouzout
Neuz
Brezhoneg
- (Verb) Savet diwar gouz ha bout.
- Testeniekaet en henvrezhoneg (gudbut) hag en krennvrezhoneg (gouzout).
- Meneget er C'hatolikon (gouzuout).
- Da geñveriañ gant ar verboù gwybod en kembraeg, gothvos en kerneveureg.
- (Furm verb) Savet diwar « gouz- », pennrann ar verb « gouzout », hag an dibenn-ger « -out ».
Verb
gouzout /'guː.zut/ verb kreñv eeun (displegadur)
- anavezout ur fed
- Ya, hoc'h anavezout a ran, ha gouzout a ran ivez da betra ez oc'h deut amañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 19.)
- Gouzout a ran . — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 88.)
- ... na den zoken ne glaskas her gouzout. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- gouzout a-walc'h,
- gouzout dare, gouzout doare
- gouzout gant pe goad ober [ibilien/loaioù],
- gouzout hiroc'h,
- gouzout keit, keit-se,
- gouzout e lavar,
- gouzout pelec'h skeiñ e benn,
- gouzout penn d'un dra bennak
- gouzout petra zo en tu all d'ar san,
- gouzout ar pleg war unan bennak,
- gouzout ar rag hag ar perag (eus an traoù),
- gouzout treiñ ar grampouezhenn, treiñ e grampouezhenn,
- gouzout (an tu) diouzh unan bennak,
- gouzout an tu d'ober un dra bennak,
- gouzout un dra bennak [dindan/dre] eñvor,
- gouzout un dra bennak dreist penn e viz,
- gouzout war be droad pouezañ ha war be du kouezhañ,
- ne oar den
- gouzout a ran, gouzout a ouzon, ... gouzout a ouzomp ...
Gerioù enepster
Stummoù all
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet gouzoud, gouvezoud.
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Furm verb
gouzout /'gu:zut/
- Furm ar verb gouzout en eil gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ, hep kemmadur
- — N'ouzon ket ? — Gouzout.
- Dont a ray an traoù da vat ganez mar gouzout tapout laboused. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 199.)
- Gant ar c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h a, e, ne)
- N'ouzout ket ?
- Ne ouzout na sou na dic'ha ! MAVR 99
- C'hoari an diñsoù a ouzout ? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 187.)
- Bremañ e ouzout.
- En droienn pa c'houzout, pa ouzout:
- En droienn ma c'houzout, ma ouzout:
- [...] : « Klev 'ta, Kourtez, cherompi a zo bet graet ivez d'az fri, met ha pa vefe daouhanteret, moarvat e van awalc'h dioutañ da vountañ el lec'h m'ouzout ! ». — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 30.)
Deveradoù
- N'ouzout ket pelec'h ema toull ar c'hi e-ti ar person ? — Dindan e lost. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)