Mont d’an endalc’had

genoù

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Genoù serret. (1)
Genoù Ferrol e Galiza. (4)

Etimologiezh

(1499)[1] Kar d'ar ger genau e kembraeg hag e kerneveureg, d'an anv divoutin galianek Gen-ava (« genoù ur stêr ») « Geneva, Genova », h.a. Dont a rafe eus ar ger keltiek *gen-ow, kar d'ar gerioù हनु han-u « javed » e sañskriteg, γέν-υς gen-u-s « elgezh » en henc'hresianeg, kinn-u-s memes ster e gotek, hag en deus roet ar gerioù chin e saozneg ha kinn en alamaneg, h.a. Gwelet ar gerioù dezho ul lostger berroc'h gen-a « jod » e latin, gin « genoù » en heniwerzhoneg, gên « jod, elgezh » e kembraeg, guen « jod » e krennvrezhoneg.[2]

Anv-kadarn

genoù /ˈɡẽːnu/ gourel (liester : genaouioù)

  1. Digor a dalvez d'an dud ha d'al loened da ebarzhiñ boued.
  2. Organ ar gomz, ennañ an dent hag an teod.
  3. Toull ur voutailh, ur vougev, ur fuzuilh...
  4. (Diwar-benn ar stêrioù) Aber.

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

digor evit ar boued (1) :
Organ ar gomz (2) :
Aber (4) :

Gwelet ivez

  • Ar pennad « genoù » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia

Daveoù

Roll an daveoù :