evel ma
Neuz
Brezhoneg
Stagell isurzhiañ
evel ma
- Stagell isurzhiañ (gwelout evel a).
- a zigor un islavarenn-geñveriañ
- An dewarlerc'h ar beure; an holl er palez, a oa en gortoz da welet krougañ ar priñs Aorel hag e vreur, evel m'en devoa lâret ar roue. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 46.)
- Evel ma ouzoc'h mat, Gwennveur a deu atav a-raok C'hwevrer ; Gwennveur a oa eta ar mab henañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 15.)
- Evit dont a-benn eus ar veleien, evel m'oant deuet a-benn eus madoù an Iliz, ec'h en em lakejont e doare da lamet digant ar pab hag an eskibien, o galloud warnezho. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 13.)
- — [...]. Bremañ lavaromp hor pedennoù, evel ma'z eo ret da bep kristen mat hen ober. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 61.)
- [...] hag en deuz c'hoant da ober fae var ar maro, evel ma tere ouc'h eur guir soudard. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 94.)
- — Ma karfenn, eme-ve, me a c'helfe ho laza evel m'am beuz lazet ar re-all. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 95.)
- [...], e-giz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c'hoaz evel ma tec'h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc'h ober e dro en eun tiegez bennak. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 114.)
- Anna-gozh a zo eus ar familh, evel ma vez roet da Yann-gozh ar plas a vez roet, er familh, d'un eontr karet. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 39.)
- Kristen ebet ne oa en iliz d'an ampoent-se, ha stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 43.)
- Gwechall ne veze ket tommdourennet ar vugale evel ma vezont bremañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 524.)
- Ar c'hi-mañ n'eo ket koulz da glask razed evel ma oa e vamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 150.)
- Evel m'emañ emañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 175.)
- a zigor un islavarenn-abegiñ: gwelout peogwir, dre ma
- 'Vel ma oa chomet e-unan e c'hoantaas mont da vale bro, o soñjañ ankouaat marteze e c'hlac'har. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 175.)
- a zigor un islavarenn-amzeriañ e-barzh diouzhtu evel ma
- Diouzhtu evel ma oa ganet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 141.)
- Hag evel ma c'hoarvez alies, e teskis pep tra just e koulz 'raok ar pezh a dlee dont war-lerc'h. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 51.)