dec'h
Neuz
Brezhoneg
- Kar sur awalc'h d'ar ger brezhonek deiz.
- Meneget er C'hatolikon (dech).
- Da geñveriañ gant ar gerioù doe (alies kemmet ddoe) en kembraeg, de en kerneveureg.
Adverb
dec'h /ˈdeːx/
- D'an deiz diouzhtu a-raok hiziv (gant an amdremened, ar peurdremened, pe an tremened strizh)
- Dec'h e oan bet e Brest.
- Dec'h e falveze dezhañ ur wezenn divalo. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 19.)
- — [...]. Deac'h e oan bet ouz he gwelout gant va noun, hag e lavare 'oa gwelloc'h. » — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 29.)
- Koulskoude e lavarec'h dec'h e oac'h skuizh gant an Aotrou Herve. — (Yann-Vari Perrot, An aotrou Kerlaban, Brest, 1923, p. 33.)
- Deh am-oa (!) tapet eur zillïenn keit-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 28.)
- Ar barveg braz a oa amañ deh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 33.)
- Deh e oam o c'hoari gand keuneud. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 77.)
- Deh d'ar c'houlz-mañ e oa déoc'h (deisoh) evid hizio. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 92.)
- Deh e oam bet o leina e-ti ar person. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 313.)
- Deh em-oa greet marhad gand Job da rei plouz din e-plas an teil a zo aze. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 341.)
- Yar Jañn a oa eet deh gand al laer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 366.)
- Dec'h he devoa dozvet un ui kement ha ma dorn. — (TBP?, p. ?.)
- gant ur verb en amzer dremenet kevrennek (verb-skoazell en amzer-vremañ)
- An Ankoù en deus skoet dec'h war dor vras an Ifern hag en deus lavaret deomp... An ti satanazet gant Jakez Riou
- Da genderc'hel gant an dic'harzh am eus boulc'het dec'h", a respontas eñ. An ti satanazet gant Jakez Riou
- Ha n'hoc'h eus ket lavaret din dec'h ar c'hoant bras ho poa da zebriñ un troad pemoc'h ? Torfed ar frer Juniper gant Henri Ghéon, troet gant Jakez Riou
- Tri dervez zo, eme ar brinsez, euz savet naoun du gant ar zarpant ; deac'h dreist-holl eo bet gwall gaset hag he ene a zo bet lazet e Spagn. Marvailhoù ar geriadur Troude gant Gabriel Milin ha A.-E. Troude
- Me zou bet déh é huélèt me mèrh, ha me mès hé kavét changét bras Magasin spirituel er beurerion
- Quemènt-ce e vehai èl pe larehèn deoh : trugairicait mé ag er glàu e zou bet déh. Magasin spirituel er beurerion
- An itron he deus ganet dec'h daou vugel ker kaer hag an erc'h Barzhaz Breizh
- Bet 'mañ bet dec'h tan ar marv, ha skarzhet mat an holl bodoù Barzhaz Breizh
- Dec'h ez on bet dimet hag hiziv am eus keuñv Kanaouennoù pobl
- Dec’h en deus lazet va gwreg karet. Troioù-kamm Alanig al louarn gant Jakez Riou
- Na vezañ ganet dec'h: na vezañ genaouek.
- etre dec'h hag arc'hoazh: hiziv