chomo
Neuz
Brezhoneg
Furm verb
chomo /ˈʃɔmːo/
- Furm ar verb chom e trede gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ
- « [...]. Me a chomo da sellet, ha va c'halon a drido em c'hreiz. [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- [...], « dismantret e vezo ar c'hastell betek an diazezou ha ne chomo ket eur maen war c'horre egile. [...] ! » — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn II, Gwalarn niv. 97, Kerzu 1936, p. 21.)
- Ma n'eus nemedon me d'he zennañ alese e chomo e-barzh, rak ne fell ket din mont da vevel ganti. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 54.)
- Red e vo harpa eur forhikell er blantenn-mañ evid ma chomo en he zav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 213.)
- Daoust d'ar bugel iskis bezañ ker speredek hag an Droug-Spered e-unan, e chomo den dre ar galon. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 16.)
- — ...Ne ran ket, eme ar person ; p'he devezo hanter-kant skoed ez in diouzhtu ; ac'hann da neuze e chomo aze. — (Marsel Klerg, Faltazi an amzerioù kent, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, p. 24.)
- Reiñ koad d'ar vil tre ma chomo en he sav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 320.)