bete
Neuz
Brezhoneg
- Furm gozh an araogenn betek.
Anv-kadarn
Gour | Furm |
U1 | d'am bete |
U2 | d'az pete |
U3g | d'e vete |
U3b | d'he bete |
L1 | d'hor bete d'hon bete hon bete |
L2 | d'ho pete |
L3 | d'o bete |
D |
bete /ˈbetːe/
- En droienn e bete unan bennak : davetañ.
- Da zont en e vete. — (STR, p. 74.)
- Kerzh 'viton 'n he bete. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 158.)
- En droienn da vete unan bennak : davetañ.
- Meur a wech e teuas he fried hag he mamm d'he bete : [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 41.)
- Graet e oa bet din mont d'am gwele evel boaz, ha daoust din da stourm ouzh ar c'hoant kousket, krog e oan da vorediñ pa ziredas va zad d'am bete. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 44.)
- Pa glevjont e voe bet pedet Combes da vleniañ gouel Renan, mont a reas d'e vete un toullad Aotronez eus ar gostezenn enep na badent ket gant ar c'hoant dizaliañ ar fallakr-se da zont da Landreger. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 56.)
- [...] : « Deiz mat, Aotrou, deuit 'ta aliesoc'h d'hor bete ! » — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 57.)
- Gwashañ tra, deut e oan d'e vete ul lun ar beure, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 80.)
- Hep araogenn : bete unan bennak : davetañ.
- [...] hag e welfet piv ez on, ha da betra ez on deut ho pete. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 140.)
- Pa he gweli, kerzh he bete hep aon ebet. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 142.)
- ... bete goude foar Vre .... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 172.)
Notenn
- Implijet e vez gant verboù a verk al lusk.
Araogenn
bete /ˈbetːe/
- (en egor) Betek.
- Mont, dont, tapout bete unan bennak, bete un dra bennak.
- Adal ar penn bete ar plantoù. — (DC.)
- Loeroù izel bete penn ma glin. — (NOM.)
- Bete ti ma mestrez. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 154.) — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 210.)
- Bete dor he c’halon. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 210.)
- E dog bete e c’hlin. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 2, Pariz, 1891, 1971.)
- (en amzer) Betek.
- Chom, gortoz, bete ur c'houlz bennak.
- Bete ’n hanternoz. — (NOM.)
- Bete ma marv. — (LE, p. 752.)
- Bete hen. — (LE, p. 929.)
- Bete vremañ. — (Ar Varn Diwezhañ, p. 3204.), — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 131.) Kemmadur meneget e Yezhadur Le Clerc.
- Chomet aze dindan ar wezenn bete warc’hoazh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 144.)
- bete neuze
Notenn
- Impljet e skridoù kozh.