bern
Neuz
Brezhoneg
- ⊟ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Anv-kadarn
bern /ˈbɛrn/ gourel (liester : bernioù)
- Kalz, kalzenn:
- Ur bern : kalz.
- Ur bern foenn, lann, keuneud, mein; ur bern plouz.
- E oa bet o sikour Fañch da vegañ ar bern plouz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 38.)
- Ur bern keuneud en-toull ma forzh, — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 146.).
- Ur bern kaoc'h.
- Ur bern teil
- Ur bern foenn, lann, keuneud, mein; ur bern plouz.
- Un niver bras (a draoù, a dud):
- Ur bern traoù
- Lom en deus gounezet ur bern arc'hant — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 42.)
- [...], ha desket am eus digantañ e-giz-se ur bern troioù-lavar, krenn-lavarioù, gerioù e-leizh na vezont ken distaget nemet gant ar re gozh-kozh. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 16.)
- Anat eo e veze kontet ur bern rimadelloù heñvel d'ar re glañv e-giz farserezh. — (Y. an Dred, Bro-Dreger a-wechall da vremañ, Al Liamm niv. 113, Du - Kerzu 1965, p. 391.)
- Gwashat bern chiminaloù a vez aze bemdez o tivogediñ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 42.)
- Ur bern tud.
- Eno e oa ur bern tremenidi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 42.)
- ur bern dour : ur wagenn vras
- ploum! hag ur bern dour o terriñ war ar vag! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 42.)
- Eno e veze bernioù kleuz, uheloc'h evit an ti-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 42.)
- ar bern-se : kement-se
- bezañ stag ouzh ar madoù evel an touseg ouzh e vern douar, YAG
- ober un dra bennak en ur bern : holl a-gevret
- [...]. Komz a rit ho-tiv en ur bern ! [...]. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 45.)
- teurel d'ar bern: d'ar blotoù
Gerioù kevrennek
- Bern
N'eo ket mammenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 313.)
Troidigezhioù
(1)
(2)
(3)
Furm verb
bern /Distagadur ?/