astenn
Neuz
Brezhoneg
- (Verb hag anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (astenn).
- Da geñveriañ gant ar verb kembraek astyn.
- (Furm verb) Savet diwar « astenn- », pennrann ar verb « astenn », hep dibenn-ger.
Verb
astenn /ˈas.tɛn/ (displegadur)
- Hiraat.
- Astenn a ra an deiz.
- astenn un dorn, ur vrec'h, ar gouzoug
- Astenn un dra da un den
- — « A zo mat, roue, » eme Yann ; « evelato, astenn din va buhez e-pad daou zevezh hed-ha-hed, a gavfen e ve mat da ober va fakad. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 64.)
- astenn an davañjer
Troioù-lavar
- astenn an dorn : goulenn an aluzen
- astenn e fri : furchal
- astenn e c'henoù : dont da gaozeal hep bezañ pedet
- astenn e gammed : mont buanoc'h
- astenn e c'har : mont buanoc'h
Stummoù all
Troidigezhioù
Anv-kadarn
astenn /ˈas.tɛn/ gourel (liester astennoù)
- Ober un astenn ⊟ Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Ober un astenn d'un dra bennak, d'ar vuhez, d'ur bragoù, d'un davañjer, d'e c'houzoug.
- Ranket en doa ober tri astenn d'e c'houzoug da gas ar c'hrampouezh teuc'h-se d'an traoñ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 27.)
Furm verb
astenn /ˈastɛn/