alies
Neuz
Brezhoneg
- (Adverb) Eus a-, rakger tuadur, ha lies[1].
- (Furm verb) Savet diwar ali-, pennrann ar verb aliañ, hag an dibenn-ger -es.
Adverb
Derez | Furm |
Derez-plaen | alies |
Derez-uheloc'h | aliesoc'h |
Derez-uhelañ | aliesañ |
Derez-estlammiñ | aliesat |
alies /aˈliːes/
- Lies gwezh; meur a wech.
- Alïes ho peus klevet lâret e ve gwasoc'h an noz evit an de d'ar glanvourien. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 146.)
- Me 'vat n'an ket di alies. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 14.)
- An hini a vez ken kozh ha me a vez bet tremenet alies dre ar pikoù. — (TBP.)
- Ha, gant e fri tanav alies, kaer en deus furgutañ, c'hwesha e-touez kement all a lastez, foeltr vat ne gav nemet kozh flaer [...]. — (G. Milin, Marvaillou grac'h-koz, Brest, 1867, p. 139.)
- A-wechoù e-lec'h lies :
- alies den: lies den, meur a zen.
- En droienn alies a
- alies a wech
- Ken alies a dra. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 14.)
- Amañ zo ken alies a zor, ne oar ket un den ( elec'h an den?) pelec'h mont. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 14.)
- Ken alies : kemend-all.
Deveradoù
Troidigezhioù
Furm verb
alies /aˈliːɛs/
Roll an daveoù :