Mont d’an endalc’had

Kaozeal:diriaou

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Evezhiadenn diwezhañ: 12 vloaz zo gant Bianchi-Bihan e kaozeadenn Respont

Traoù kamm gant ar skouer: Diriaou diwezhañ e oan aet da marc'had Lannuon.

1. Da gentañ eo dav lakaat "e oan bet e marc'had Lannuon", mard eo aet hon den betek marc'had Lannuon, ha distro war-lerc'h. Mard eo chomet e Lannuon, e lavaro moarvat "e oan deuet da...". Ne vefe mat ar skouer nemet ma vefe un astenn d'ar skouer (c'hoarvezet e oa un dra bennak gantañ war an hent, etc.). Met koulz eo kaout ur skouer skouerius.

2. Dav eo ober ar c'hemmadur "da varc'had..." evel ar vrezhonegerien a-feson. Setu amañ un nebeud skouerioù gant skrivagnerien lakaet da vezañ reoù a-zoare (ne'm eus kavet skouer ebet gant "*da marc'had").
  • «hac a c'hê eur wech ar zun da varc'had Lannuon» ("Tro Mari-Job ar Gergeno", kontadenn bobl dastumet e Perroz gant Anatol ar Braz)
  • «he boutegad meskl ha rigadell evit mont d'o gwerzhañ da varc'had Plistin» (Fañch al Lae, Bilzig, p. 129).
  • «Antronoz boutaouer-koad Sant-Tei hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werzhañ yer ha vioù» (Ivon Krog, ur sac'had marvailhoù, p. 120.)
  • «Pa zeuent gant o c'hirri da varc'had Kemper-Kaourintin» (Jakez Riou, Troioù-kaer Alanig al Louarn)
  • «War e gein eñ ’zoug ken aes / Ur bisac’had karotez / Da vont da varc’had Kemper» (|Anjela Duval, Izabel)
  • «Emañ hirie ar yaou ha me 'zo o vont da varc'had Lannuon» (Maria Prat, Paotr an artichao)
  • «Soaz a zo aet da varc'had Lannuon» (idem)
  • «d'ar yaou aent da varc'had Lannuon da werzhañ o jibier» (Fañch Peru, Litanioù an Evned)

--Trec'hlid mitonet 5 C'hwe 2012 da 17:34 (UTC)Respont

Respont

[kemmañ]
  1. Diwar-benn ar c'hemmadur: n'eus nemet lakaat ar skouerioù dastumet amañ hag ahont. Gouzout a ran a bell zo ne vo ket kavet stank skouerioù skrivet hep ar c'hemmadur goude da, daoust ma'm eus klevet se a viskoazh, gant brezhonegerien vat. Met ne vern din. N'eo nemet ur skouerig, ha mat eo reolenn ar stummoù testeniekaet, ha n'eo ket honnezh a vez lakaet da dalvezout amañ atav.
  2. Un dra all eo a fer aet oan. D'am meno eo gaou mont da lavarout ez eus Traoù kamm gant ar skouer: Diriaou diwezhañ e oan aet da marc'had Lannuon.

Skouerioù all testeniekaet zo bet lakaet ganin er pennad aet. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2012 da 17:02 (UTC)Respont

Traoù kamm all

[kemmañ]

Hep mar na marteze on bet gwelet ganto diriaou e trowardroioù al lise! — (Mich Beyer, Seizh Devezh Warn-ugent, An Alarc'h Embannadurioù, 2006, p. 47.)

  • Gant diriaou e oa ret skrivañ "oan bet gwelet " . 8 Her 2016 da 16:49 (UTC)