Rozmelchon (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Rozmelchon.
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
N’am c’hasset ket d’ar varadek ;
N’am c’hasset ket d’ar varadek,
Gant Rozmelchon ’z on c’hoantaët. —
— C’hui iel’ abred warc’hoas ’r beure,
Pa vo Rozmelchon ’n he wele. —
Naïk ar Manchou n’ouie ket
Oa ’n tall ar prennestr o klewet. —
Kenta den a deuz rankontret,
E Rozmelchon, ’n korf he roc’hed ;
E Rozmelchon, ’n penn he ale,
Savet abred euz ar beure.
— ’Naïk c’hui ’zo abred savet,
Pelec’h ma ’z et, pe ma ’z oc’h bet ?
Deuit-c’hui ganin-me d’am zi,
’Wit ma tebrfomp hon dijuni. —
— Debret ganin ma dijuni,
En Kvezennek verreninn, [1]
Euz taol ann aotro, ann itron,
Ar re-se am c’hrar ’n ho c’halon. —
— Naïk deut ganin d’am jardinou,
’Wit dibab ar c’haera bleuniou ;
’Wit dibab ar c’haera bleuniou,
D’ar baotred iaouank ’vo eno. —
— En Kervezennek ’z euz kanvou,
D’ar mab-henan, a zo maro. —
— M’e marw mab-henan ann aotrou,
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —
— Tec’het, aotro, ma tremeninn,
Pec’het oc’h euz balamour d’inn ;
Avanset-mad ez eo ann de,
Divezad vo p’arruinn-me. —
A-vriad en-hi eo kroget,
Ar pot diwar hi fenn ’zo koet ;
Ar pot diwar hi fenn ’ zo koet,
Hag al leaz a zo bet skuillet, —
— M’ouife Kervezennek Leon
’Venn aretet gant Rozmelchon,
Hennes sur deufe d’am c’herc’had,
Pa skuizfe nao marc’h bep-kammad. —
— Na rann mui forz euz da leon,
Ewit na rann-me a-c’hanout ! —
En-hi neuze ez eo kroget,
Gant-han d’ar c’hastel hi c’hasset……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Naïk deut ganin d’am c’hambrjou,
Da zibab per hag avalou. —
— Wit dibri per hag avalou,
Me a renko kaout kontellou. —
N’oa ket hi gir peurlavaret,
Ter c’hontel d’ez-hi presantet :
Unan troad-ruz, unan troad-gwenn,
Hag unan-all en aour melenn [2].
Euz hi Doue ’deuz goulennet :
— Ma Doue, d’in-me lavaret,
Pe me em laz, pe na rinn ket ? —
’N kreiz hi c’halon deuz-hi siket !
Pa zistro Rozmelchon en dro,
’Oa Annaïk war hi geno :
— Penamet daoni ma ine,
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Kervezennek a vonjoure
En ti Rozmelchon p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
’Nn aotro Rozmelchon pelec’h ’ma ? —
— Ann aotro n’ema ket er ger,
Et eo en un tammik afer. —
— Gaou a lares war da ine !
Rag Rozmelchon ’ zo ’n he wele ;
Ar Rozmelchon a zo er ger,
Me lako ann tân ’n he gastel ;
Me dewo he gastel a-grenn,
Hag hen en-han da c’houlaouenn !…… —
Ha setu dewet ar c’hastel,
Hag ar Rozmelchon euz ar beer ![3]
Kanet gant un neeres en bourk
Plouegat-Guerrand. — 1863.
El Lezker-vraz ’zo ’r varadek,
Pedet eo ann holl da vonet ;
Pedet eo ann holl da vonet,
Marc’haridik ’zo zoubpedet.
Marc’haridik a lavare
D’hi zad, d’hi mamm, un noz a oe :
— Me na inn ket d’ar varadek,
Ma c’hoar Vari a renk monet ;
Ma c’hoar Yari a renk monet,
M’ habit kaer d’ez-hi ’ vo gwisket. —
— Ho c’hoar n’aï ket d’ar varadek,
C’hui ’ zo pedet, a renk monet. —
Marc’haridik, pa deuz klewet,
Da oela ez eo em laket.
Hi zad, vel m’hen euz hi gwelet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Merc’h Marc’harit, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’harit paour a lavare
E-meaz hi gwele pa zave :
— Adieu did, ma gwele, ’larann,
Bikenn en-out ken na gouskann ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Ma merc’h Marc’harit, n’ oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek. —
Marc’haridik a lavare
Na d’hi fresik, p’hen digore :
— Adieu did, ma frez paour, ’larann,
Ha d’am dillad-kaer ’zo en-han ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik, ’n euz laret :
— Marc’haridik na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’haridik paour a lare
E-meaz ann ti pa sortie :
— Adieu, ma mamm baour ha ma zad,
Adieu breudeur ha c’hoerezad ! —
Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :
— Marc’haridik, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —
Marc’haridik a lavare
D’hi inkane, pa hen pigne :
— Adieu did, ma marc’h paour, ’larann,
Bikenn warnout ken na bignann ! —
Pa arruaz en penn ar roz,
Oa Rozmelchon euz hi gortoz :
— Bonjour, Marc’harit, d’ac’h ’larann,
Plac’hik beure-mad ho kavann ! —
— Ha c’hui, aotro, a zo iwe,
Brema dlejac’h boud ’n ho kwele ! —
— Marc’haridik koant, diskennet,
Da dijuni ganin ’teufet. —
— Kennt dont e-meaz a di ma zad,
Me am euz dijuniet mad. —
— Marc’haridik, deut d’am jardinn,
Da dibab ’r bouked louzou finn ;
Pe autramant ur garlantes,
Da lakad war ho podad leas. —
— Salv-ho-kraz, eme-z-hi, aotrou,
Na sonjann ket en bokedou ;
En Kervezennek ’zo kanvou,
Marw eo mab-henan ann aotrou. —
— Ha ve marw mab-henan ’nn aotrou,
N’eo ket c’hui a reï he ganvou ;
N’eo ket c’hui a reï he ganvou,
Met ’r re herito d’he vadou. —
N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
A-vriad en-hi eo kroget.
Un heur-anter, hep laret gaou,
Ez int bet o c’hourenn ho daou.
’Nn itron lare ’brennestr hi c’hambr :
— Kouraj ! kouraj, plac’hik iaouank ! —
— Kouraji mui na hallann ket,
Ma c’halon baour na bado ket ;
Ma c’halon baour na bado ket,
Ma zeïenn a zo re stardet :
Gwell eo ganin koll ma buhe,
Wit m’eo koll ma virjinite !
Itron, ur gontel d’in taolet,
D’ droc’ha ma zeïenn re-stardet ! —
Ur pognard d’ez-hi ’ zo taolet,
En hi c’halon deuz-han plantet ;
En hi c’halon deuz-han plantet,
Eno war al lec’h eo marwet !
Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz
euz parez Duault.
— Marc’haridik, it d’ho kwele, o rei tra la la, dirala (bis)
Ma savfet warc’hoas ar beure ;
Ma savfet warc’hoas beure-mad, o rei tra la la, dirala (bis)
Ewit kass leaz d’ar varadac. —
Marc’haridik Joss [4] a lare, o rei tra la la, dirala (bis)
D’hi mamm ’n de-warlerc’h ar beure :
— Ma mammik paour, mar am c’haret, (bis)
D’ Gervezelek n’am c’hassfet ket ;
N’am c’hasset ket d’ Gervezelek, (bis)
Gant Rozmelchon ’ on gourdrouzet. —
— C’hui a ielo war ar beure, (bis)
Pa vo Rozmelchon ’n he wele ;
Ha war ho penn ur podad-leas, (bis)
En dro d’ez-han ur garlantes. —
Ar palefrenier a lare (bis)
Da Rozmelchon, euz ar beure :
— Ma mestr, ma mestr, savet buhann (bis)
Ur plac’h war ar bale ’welann ;
Ma mestr, savet euz ho kwele, (bis)
Me well ur plac’h ’n penn ann ale ;
Me well ar vraoa feumeulenn, (bis)
A dougas biskoas koef lienn ;
Ha war hi fenn ur podad leas, (bis)
En-dro d’ez-han ur garlantes ;
En hi zreid a zo ur botou (bis)
’Zo gwarniset a rubanou. —
Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Penn he ale ’ zo em renntet ;
Penn he ale eo em renntet, (bis)
Marc’harid Joss ’n euz saludet :
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut da dijuni ganinn. —
— Ho trugarez, aotro, ’m ez-hi, (bis)
Rag dijuniet ez eo d’ïn ;
Me am euz dijuniet-mad, (bis)
Kennt ma ’z on deut a di ma zad ;
Aotro, dijuniet eo d’inn, (bis)
En Kervezelek e leigninn ;
En Kervezelek e leigninn, (bis)
Euz taol ann aotro ’c’h azezinn ;
Euz taol ann aotro, ann itron, (bis)
’R re-ze am c’har a greiz kalon. —
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’ar jardinn ganinn ;
Deut-c’hui ganin-me d’am jardinn, (bis)
Da dibab ’r bouket louzou-finn ;
Da dibab ’r bouket louzou-finn, (bis)
A varjolain, a durkantinn ;
A varjolain, a durkantinn, (bis)
Ewit lakad war ho peutrinn. —
— Na ’z on ket plac’h ar boukedou, (bis)
Marw eo mab-henan ann aotrou. —
— M’ eo marw mab-henan ann aotrou, (bis)
N’eo ket c’hui zougo ar c’hanvou. —
— Bugale omp d’ar breur, ha c’hoar, (bis)
Sonjit, aotrou, pegen tost kar. —
— Marc’haridik, senntet ouzinn, (bis)
Ha deut-c’hui d’am c’hambrjou ganinn ;
Ha deut-c’hui ganinn d’am c’hambrjou (bis)
Da dibab per hag avalou ;
Da dibab per hag avalou, (bis)
Ar pez a garfet, c’hui ho po. —
— Tec’het, aotrou, ma tremeninn, (bis)
Pec’hed oc’h euz balamour d’inn.
M’ouife ma breur, ’me-z-hi, ervad, (bis)
Hen ho tispennfe kik ha gwad ;
M’ouife m’ breur-mager Kernenan (bis) [5]
Lakafe ho kwad da ienan ! —
— Me n’ rann forz a vab Kerverzino (bis)
Mui ma rann euz fank ma botou ! —
— Baoue ar beure ’z omp ama, (bis)
Ha prest eo ann heaul da guza ! —
— Me garre ann noz serret kloz, (bis)
Marc’haridik ganinn wit ann noz !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Marc’haridik a lavare (bis)
D’ar gouarneres [6], en noz-ze :
— Gouarneres, mar am c’haret (bis)
Grit m’inn da vedoc’h da gousket ! —
— Ar gouarneres a laraz, (bis)
Da Varc’haridik, p’hi c’hlewaz :
— Euz taol ann aotro c’hui goanio, (bis)
Hag en he wele c’hui gousko. —
Marc’haridik a lavare,
Ebars ar gambr pa ’z arrue :
— Me ’well duont ’n aval melenn, (bis)
M’am bije ’r gontel, hen peilfenn. —
Rozikmelchon, pa ’n euz klewet, (bis)
Ar choas a der ’n euz deï roët ;
Unan troad-du, un ’ all troad-gwenn, (bis)
Un ’ all c’houezed en aour melenn ;
En hini troad-duz eo kroget, (bis)
En hi c’halon deuz-hi plantet !
Pa zistro Rozmelchon en dro, (bis)
Oa ar plac’hik war hi geno :
— Penamed daoni ma ine, (bis)
N’oas ket et gwerc’h dirag Doue ! —
Kanet gant Godik Fulup.
Plunet, 1867.
- ↑ D’autres versions portent Kergwezennec et Kervezelec. Kervezennec et Kergwezennec ne sont que le même nom, et ils sont tous les deux très-communs en Basse-Bretagne.
- ↑ Il y a sans doute une lacune de deux vers, ici, pour dire qu’elle a pris le couteau à manche noir.
- ↑ VARIANTE :
Ann-neb a welje Rozmelchon
Diouz ar beer, ’vel ur hochon ! - ↑ D’autres versions portent Jord et d’autres Saoz.
- ↑ C’est à tort que le nom de Kernenan ou Kerninon se trouve ici. Ces deux vers sont une interpolation. Kerverzino doit être pour Kerninon, par suite d’une confusion entre deux pièces différentes.
- ↑ Le mot gouarneres, gouvernante, signifie souvent cuisinière dans nos poésies populaires.