Mont d’an endalc’had

Levr pevare - Chap. I.

Eus Wikimammenn
Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 315-318)




IMITATION
AR VERC’HES VARI,
var model
IMITATION JESUS-CHRIST.





LEVR PEVARE


E pehini eo parlantet eus ar santimanchou a respet, a istim, a gourraich , a garantes, a deneridigues hac a fizianç, pere e dleomp da gaout e qever ar Verc’hes santel.


CHABIST QENTA.
Eus a c’hrandeuriou Mam Doue.


Ar Servicher.

Pe seurt santimanchou benac hor be ac’hanoc’h, ô Guerc’hes sacr ! ne egalint james ho crandeuriou.

Atao e vezint (ar re-щa) dreist an oll ideou a elfemp da gaout аnezo.

Evit parlant dignamant ac’hanoc’h, e ve ret rei da gompren ar pes a so a vrassa goude Doue, ar pes a so a admirapla e graç, e perfection, e puissanç, e gloar.

Ac’hanoc’hui,eo gant Jesus. Ma n’en em asten qet davantaich var ho meuleudiou an aviel pehini a barlant eus ar viriones-se, er ræson a guement-se eo ma ze aoualc’h ar guer-se ebqen evit servichout da fondamant d’an oll meuleudiou a aller da rei deoc’h.

Ho qalite a vam Doue n’en deo netra nebeutoc’h eguet un espeç allianç gant an Doue souveren.

An effet eus ar gallte a vam Doue a so tostaat, muia ma zeo possubl, oc’h ar galite memes a Zoue.

An espeç divinite-se he deus great deoc’h contracti gant Doue un allianç particulier, dre vertus pehini oc’h deut da veza merc’h an Tad, mam ar Mab, pried ar Speret-Santel, er feçon admirabl-se pehini ho tisting dioc’h an oll grouadurien-all, ha dre vertus an allianç-se e zoc’h veritablamant rouanes ar bed-oll, rouanes an evou.

Lavaret eo ganet Jesus a Vari, a so lavaret ne vel Mari nemet Doue dreist-hi.

O Guerc’hes ha mam ! an hini eus an Æles pehini a basse an Æles-all e graçou hac e perfectionou, ne all beza nemet e renq ho servicherien, qement a so a zistanç etrezoc’hui hac hen.

Jugi a ran eus ho crandeur dre c’handeur ho mab, pehini, necessærement, a goues varnoc’h. Dre excellanç ar mab ec’h anaveser excellanç ar vam. Compren a ran eb poan penaus ar galite a vam Doue a so ar pencaus eus ar graçou a bere eo pliget gant Doue ho carga, eus an oll brivilachou hac an oll distinctionou dre bere en deus qemeret plijadur ous oc’h enori.

Compren a ran penaus, e qalite a vam Jesus, oc’h eus un espeç guir var an oll densoriou a c’hraç a bere Jesus a so ar mæstr, hac eur pouvoar absolu a intercession en e guever.

Compren a ran penaus certen lezennou general, punitionou eus ar c’henta pec’het, n’o deus qet dleet sellet ous mam Doue, mam qen dign a garantes, mam qen caret, destinet qen expres, dre eur choas eternel, d’er beza.

Compren a ran penaos, o veza roet da Zoue ar vues-se dre behini en deus hor prenet, e veritit douguen an titr a redemptoures, eb ober tor ebet gouscoude d’or redemptor uniq, ha veritabl qalite pehini ne gonven, evit parlant just, nemet ous ho mab Jesus.

Mæs compren an oll huelder eus ho tignite ! ah ! peb tra a so qer bras e mam un Doue, pehini ar Seraphinet ho-unan en em gontant da admira !

Oc’h-unan, ô Guerc’hes mam ! e presanç ho qiniterv santes Elisabeth, e laqejoc’h qement en devoa great Doue evidoc’h er c’homsou-ma : An Oll-c’halloudec en deus great em faveur bursudou bras.

Нac an ilis, en despet d’ar garantes he deus evidoc’h hac an ardeur he deus da brocuri ho cloar, a so contraign da amzao penaus, pe gonsider oc’h eus douguet en ho corf santel, an hini ne alle qet an evou da gompren, ne voar pe seurt comsou da implija evit publica ho meuleudiou.