Yezh OVS
Renkadur hervez urzh ar gerioù | |
---|---|
Yezh VO
|
Yezh OV
|
SVO | SOV |
VSO | OSV |
VOS | OVS |
|
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OVS evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - verb ("V") - rener ("S"). Anvet e vez ivez yezh OVA, da lâret eo renadenn - verb - graer ("A").
- Da skouer e hichkaryaneg:
- kanawa yano toto
- kanawaRENADENN yanoVERB totoRENER
- "kanoe kemeras den"
- "an den a gemeras ar c'hanoe"
An tu-gouzañv hag an urzh OVS
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an urzh-mañ alies evit sevel an tu-gouzañv gant yezhoù nann-OVS. Disheñvel eo avat ar fed-mañ diouzh ur yezh OVS pa dalvez an urzh-mañ da urzh diazez ha muiañ-implijet ur yezh bennak.
Yezhoù OVS dre ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hemañ eo an urzh ralañ implijet gant ar yezhoù komzet dre ar bed, kavet dreist-holl er yezhoù karibek, en o zouez ar hichkaryaneg. Implijet e vez an urzh-mañ alies a-walc'h en tamileg e degouezhioù resis
Eilpennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e c'hell bezañ an urzh OVS gant yezhoù gante urzhioù all da diazez evit merkañ fedoù resis, dreist-holl evit pouezañ war un elfenn resis er frazenn.
Evel-hen e vez implijet a-wezhoù e yezhoù merket gante en un doare morfologel sklaer (da skouer gant troadoù) arc'hwel resis pep arguzenn en ur rannfrazenn bennak ha neuze e c'hell kemmañ aesoc'h urzh ar gerioù, da skouer en euskereg, roumaneg, hungareg, finneg, esperanteg hag ivez, met nebetoc'h, e yezhoù germanek 'zo.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e c'hell bezañ an urzh-mañ e brezhoneg da skouer evit resisaat pe hini eo an elfenn a dalvez da respont ur goulenn, da skouer:
- "Petra a welas Pêr?"
- "Ur c'hi a welas Pêr"