William Owen Pughe
William Owen Pughe (7 Eost 1759 – 4 Mezheven 1835) a oa un hendraour, ur yezhadurour hag ur geriadurour eus Kembre, anavezet abalamour d'e Welsh and English Dictionary, ur geriadur embannet e 1803, hag a gaver ennañ e-leizh a nevezc'herioù a reer "Pughisms" anezho e saozneg[1].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe William Owen e Llanfihangel-y-pennant, e Sir Feirionnydd, met dilojañ a reas e dud da vont da Ardudwy pa oa bugel. E 1776 ez eas da Londrez. Eno e reas anaoudegezh gant Owen Jones, un hendraour ha lenneg kembreat, ha mont a reas e 1782 e-barzh kevredigezh ar Gwyneddigion, m'en em vode Kembreiz Londrez troet gant al lennegezh kembraek. Labourat a reas e burev un alvokad da gentañ hag evel kelenner da c'houde, kelenner matematik en ur skol verc'hed ha kelenner-ti evit bugale familhoù pinvidik.
En em lakaat a reas da sevel ur geriadur kembraeg-saozneg. Evel geriadurour ha yezhadurour e savas martezeadennoù souezhus ha kinnig a reas kemmoù da zoare-skrivañ ar c'hembraeg.
E 1790 e timezas da Sarah Elizabeth Harper. Tri bugel o devoe, div verc'h hag ur mab, anavezet diwezhatoc'h evel lenneg hag istorour, Aneurin Owen.
E 1806 en devoe da hêrezh ti an aotrou Rice Pughe, eus Nantglyn, e Sir Ddinbych, hag a oa kar a-bell dezhañ. Neuze e ouzhpennas "Pughe" d'e anv William Owen. Diwar neuze e vevas en e aez hag e c'hallas gouestlañ e holl amzer vak d'e enklaskoù ha d'e skridoù. Pa'z eas kozh e tistroas da vevañ da Gembre, e 1825. Mervel a reas dek vloaz goude, e-kichen Llyn Mwyngil.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (gol.), Barddoniaeth Dafydd ap Gwilym (1789)
- (gol.), The Heroic Elegies of Llywarch Hen (1792-94)
- (gol.), The Myvyrian Archaiology of Wales (1801-07)
- The Cambrian Biography (1803)
- A Grammar of the Welsh Language (1803)
- Geiriadur Cymraeg-Saesneg (1803)
- Cadwedigaeth yr Iaith Gymraeg (1808)
- Coll Gwynfa (1819), troet diwar Paradise Lost gant John Milton.
- Hu Gadarn (1822)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "The Invention of Tradition", Prys Morgan