Wikipedia:Margodenn
Politikerezh ofisiel Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc"h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d"ur c"henemglev ledan. Ma n"oc"h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc"h war ar bajenn gaozeal da gentañ. |
Pennaennoù ha politikerezhioù diazez Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia. |
E berr gomzoù
[kemmañ ar vammenn]Difennet eo d"an den implijout meur a gont evit reiñ da grediñ ez eus meur a implijer o skrivañ, gant ar soñj reiñ muioc"h a bouez d"un tem bennak a dabuter diwar e benn, da votiñ a-du pe a-enep tra pe dra, pe da vont e-biou d"ur gont bet stanket. Difennet eo goulenn ouzh tud anavezet gant an-unan krouiñ kontoù a-ratozh-kaer evit sevel a-du gant an-unan pe evit levezoniñ dibaboù stroll ivez.
Digoradur
[kemmañ ar vammenn]"Margodennoù" a reer eus anvioù an iskontoù disheñvel gant bep a anv disheñvel a ra ur Wikipediour/ez ganto. Erbedet eo d"an implijerien chom hep margodenniñ, da lâret chom hep krouiñ meur a gont, kuit da vezañ anavezet, nemet evit abegoù arbennik a c"haller displegañ a vefe.
Goulenn a reer ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reizh disoc"h an dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.
N"eo ket difennet krouiñ meur a gont met difennet groñs eo o implijout evit margodenniñ, da lâret eo ez-strizh evit hañvalout bezañ meur a den a-benn pouezañ war an divizoù kemeret war ar Wikipedia en un doare direizh.
Pa vez krouet meur a gont gant ar memes implijer/ez e c"houlenner oute sevel liammoù etre ar c"hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.
Diorroadur
[kemmañ ar vammenn]Abegoù evit stankañ lieskontoù
[kemmañ ar vammenn]Dre ret e vo stanket diouzhtu gant ur merour hep tamm rakkemenn ebet al lieskontoù (meur a gont dindan kiriegezh an hevelep implijer/ez) seul wezh ma vo implijet ar c"hontoù-se evit margodenniñ. Stanket e vo an holl iskontoù ha stanket e c"hello bezañ ar gont pennañ ma vez ret ivez.
Mar kav d"un implijer/ez bennak ez eus bet implijet lieskontoù evit margodenniñ e ranko displegañ e abegoù dre mont e darempred gant unan eus ar verourion war-eeun pe dre leuskel ur c"hemenn war ar bajenn-mañ: Goulenn ouzh ar verourion.
A-wezhioù n"eo ket sklaer piv a zo a-drek d"ar gont-mañ"r-gont ha ma sav ur gudenn diwar implij didereat lieskontoù e c"hello ar verourion goulenn goût petra eo ar chomlec"h IP implijet gante reked gwiriekaat identelezh un implijer/ez (Notenn: betek-henn n"eus implijer/ez ebet war ar Wikipedia e brezhoneg ganti/añ ar galloud-se, abalamour da se eo ret mont da c"houlenn war al lec"hienn-mañ war ar Wikipedia e saozneg).
Implijoù difennet evit lieskontoù
[kemmañ ar vammenn]Daoust ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont (lieskontoù) n"eo ket difennet en ober. Difennet eo implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia avat.
Votadegoù hag argerzhadurioù kenasant all
[kemmañ ar vammenn]Evit tizhout kenemglevioù hag ivez evit votiñ en dilennadegoù pe er mouezhiadegoù all hag en holl ergerzhadurioù ma vez klasket goût savpoent pe ali an implijerion/ezed e ranker doujañ war ar Wikipedia d"ar bennaenn diazez "un den = ur vot". Difennet-groñs eo neuze implijout lieskontoù evit lakaat seurt argerzhadurioù da vont war un tu bennaket en un doare direizh.
Ouzhpenn bezañ difennet implijout lieskontoù evit mouezhiañ meur a wezh eo difennet ivez o implijout evit ma hañvalfe e savfe muioc"h a dud a-enep pe a-du gant ur savpoent pe un ali resis.
Klask labourat dre guzh
[kemmañ ar vammenn]Arabat implijout lieskontoù evit klask kuzhat ouzh ar gumuniezh peseurt labour a vez kaset da benn gant peseurt implijer/ez. Ar gwir o deus an impliejrion/ezed all da gompren peseurt labour a vez graet gant an implijerion/ezed all ha rankout a ra pep hini bezañ kiriek evit al labour kaset da benn gantañ/i, da skouer ar pennadoù boulc"het gantañ/i, ar pennadoù bet kemmet gantañ/i hag an evezhiadennoù bet graet gantañ/i war ar pajennoù kaozeal.
Kontoù fur ha kontoù reuz
[kemmañ ar vammenn]Difennet-groñs eo krouiñ lieskontoù a-ratozh-kaer evit plantañ reuz (kont reuz) dindan un anv all disheñvel diouzh hini ar gont pennañ implijet evit kas da benn all labour a-feson a-hend-all war ar raktres (kont fur). Difennet-groñs eo ivez d"ar verourion sevel seurt kontoù evit galloud kemer perzh en un tabut keit ha ma klaskont merañ an tabut-se en ur hañvalout chom neptu.
Klask mont e-bioù da stankadennoù
[kemmañ ar vammenn]Lakaet e vez da dalvezout ar politkerezhioù ofisiel dre implijer/ez ha n"eo ket dre gont. Stanket e c"hello bezañ ar gont pennañ ma implijer lieskontoù a-benn klask mont e-bioù d"ur stankadenn bet lakaet war an implijer/ez-se evit abeg pe abeg.
Lieskontoù merañ
[kemmañ ar vammenn]Difennet eo d"ur merour bennak krouiñ lieskontoù gante gwirioù merañ. Bez e c"hellont krouiñ lieskontoù evit ober an diforc"h etre o labour evel merourion hag o labourioù all war ar raktres evel implijerion voutin met n"hall bezañ o galloudoù merañ stag ouzh unan eus o c"hontoù war un dro nemetken. Pa vez krouet lieskontoù gant merourion e vez erbedet oute, muioc"h c"hoazh evit ouzh ar re all, disklêriañ e vez implijet ar c"hontoù-se gant ar memes den ha sevel liammoù sklaer kenetreze.
Implijoù dereat evit lieskontoù
[kemmañ ar vammenn]Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez" e c"heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.
Isrannañ al labour ha surentez
[kemmañ ar vammenn]Bez" e c"hell un implijer/ez kaout c"hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg :
- evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
- pa vez laeret o zoupin gante;
- evit kas da benn labour war un dachenn m"emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc"h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n"emañ ket ur mailh warne evit ma ne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
- evit chom neptu pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d"an dud all int temoù a denn outañ/i ez-personel
Bevennañ ha sioulaat tabutoù
[kemmañ ar vammenn]A-wezhioù e vez krouet hag implijet lieskontoù evit mont e-bioù da dabutoù war un dachenn bennak hag a c"hellfe sevel diwar o identelezh pe evit chom hep bezañ taget koulz war ar Wikipedia pe er-maez eus ar raktres. Bez" e c"hell un implijer/ez enrollet ober ar memes tra dre dilugañ ha neuze labourat war un dachenn resis evel un implijer/ez dianav evit labourioù berrbad. Arabat avat implijout seurt doareoù evit hañvalout bezañ un implijer7ez disheñvel evit margodenniñ.
Robotoù
[kemmañ ar vammenn]Erbedet e vez ouzh implijerion/ezed bet krouet robotoù gante sevel kontoù a-ratozh-kaer evit pep robot disheñvel diouzh o c"hontoù-implijer/ez personel evit gallout heuliañ gwelloc"h ha reizhañ an oberoù kaset da benn gant ar robotoù o-unan.
Kontoù doppelganger"
[kemmañ ar vammenn]Aotreet eo krouiñ meur a gont gante anvioù-implijer/ez heñvel ouzh hini un implijere/ez evit herzel ouzh implijerion/ezed all d"o c"hrouiñ ha d"o implijout. Kontoù doppelganger a vez graet eus ar c"hontoù-se ha ret eo dezhe chom dizimplij ha bezañ lakaet warne ur c"hemenn sklaer a zisklêr o fal ha gant ul liamm a gas davet ar bajenn bersonel pennañ.
Margodenniñ evit brudañ tabutoù ha klask skoazell
[kemmañ ar vammenn]Didereat eo brudañ tabutoù war ar stern war ar Wikipedia dre glask lakaat tud all da dont d"enrollañ a-ratozh-kaer evit pouezañ war an tabutoù-se hag evit o lakaat da vont war un tu pe un tu all. Didereat eo ivez goulenn ouzh mignoned/ezed, kerent hag all krouiñ kontoù evit sevel a-du gant un implijer/ez bennak war un tem resis, da skouer un tabut pe ur votadeg. Rankout a ra seurt kontoù-brudañ bezañ stanket raktal ha hep rakkemenn en ur gemenn abeg ar stankadennoù memes tra.
Penaos anavezout ha dont a-benn d"ur vargodenn
[kemmañ ar vammenn]Diaezet a-walc"h e c"hell bezañ dont a-benn da brouiñ ec"h implij un implijer/ez bennak meur a gont evit margodenniñ. Peurliesañ avat e c"hell bezañ souezhus gwelet un implijer/ez nevez-krouet gantañ/i ur gont nevez flimm-flamm kemer perzh e votadegoù, kaozeadennoù, tabutoù hag all en un doare aezet-tre hag o tiskwel anavezout mat mont-en-dro ar Wikipedia dre vras, da skouer o c"houlenn ma vefe didiverket rummadoù ha pennadoù zo.
A-wezhioù e teu da vezañ sklaer ez eus meur a den o labourat war an hevelep tu atav en ur sevel goulennoù hag oc"h ober evezhiadennoù heñvel-poch hag o sevel a-du pe a-enep d"an hevelep tabutoù bewech.
N"eo ket seurt heñvelderioù trawalc"h avat evit talvezout da brouennoù evit disklêriañ da vat ez eus un implijer/ez bennak oc"h implijout lieskontoù evit margodenniñ.
Ouzhpenn-se, ma vez boulc"het ha kemmet meur a bennad war un dachenn ledan (100 degasadenn pep hini d"an nebeutañ) e talvezfe kentoc"h evit diskwel n"eo ket lieskontoù dindan kiriegezh un implijer/ez nemetken met meur a impljer/ez gant bep o c"hont.
Bez" e c"heller goulenn ma vo gwiriekaat identelezh IP meur a implijer/ez evit goût hag-eñ emañ an hevelep implijer/ez oc"h implijout meur a gont disheñvel. N"eus nemet un nebeud tud bet aotreet da wiriekaat chomlec"hioù implijerion/ezed enrollet evit gwareziñ gwirioù prevezded an holl implijerion/ezed. N"eus betek-henn hini ebet bet aotreet d"en ober war ar Wikiedpia e brezhoneg. Evit goulenn ma vo gwiriekaet identelezh meur a implijer/ez a-benn klask goût hag-eñ int ar memes den pe get e ranker lakaat ur reked war ar bajenn-mañ war ar Wikiepdia e saozneg : Rekedoù gwiriekaat identelezh IP un implijer/ez. Ret eo diwall memes tra, rak bez" e c"hell un implijer/ez kaout meur a IP disheñvel, lakaomp ma labour dindan un anv er gêr ha dindan un anv all en ur siberkafe pe war he/e labour.
M"eo bet tamallaet deoc"h dre fazi bezañ ur vargodenn, arabat mont e fulor pe mont kuit diouzhtu. Kit e darempred gant an implijer/ez pe ar merour bet lakaet ar c"hemenn war ho pajenn bersonel ha displegit dezhe an abegoù. Sur-mat e vo kavet un diskoulm buan-ha-buan.
Lakaat war-wel kontoù-margodenniñ
[kemmañ ar vammenn]Bez" e c"heller lakaat ar patrom-mañ war pajenn bersonel un implijer/ez hag a c"hellfe bezañ ur vargodenn anezha/i:
({{Margodenn}})