Mont d’an endalc’had

Würzburg

Eus Wikipedia

Würzburg (distaget [ˈvʏʁtsbʊʁk], [ˈvʏɐ̯tsbʊɐ̯k] en alamaneg) zo ur gêr eus hanternoz Bavaria, en Alamagn. Emañ war lez ar stêr Main ha bez’ eo pennlec’h rannvro Unterfranken (unan eus seizh rannvro Bavaria).

War-hed ur 120 km bennak emañ Würzburg diouzh Frankfurt am Main ha Nürnberg. Annezet e oa 133 501 a dud enni e dibenn 2008.

Sez un eskopti kozh eo Würzburg. Ur skol-veur zo enni, ar Julius-Maximilians-Universität, savet e 1402, hervez a lavarer, hag adsavet e 1582.

Enni emañ ivez Annez Würzburg, a oa palez an eskibien gwechall. Lakaet e oa bet Annez Würzburg war roll glad ar bed gant UNESCO e 1981.


|