Mont d’an endalc’had

Vogalenn beuzserr tost a-dreñv

Eus Wikipedia
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn 321
LFEunicode ʊ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA U
Selaou

Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn beuzserr tost a-dreñv treuzskrivet [ʊ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 321.

N'eus arouezenn ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn plaen par d'ar vogalenn ront-mañ dre ma n'anavezer yezh ebet ma ra ganti evel fonem (gwelit pelloc'h).

Betek 1989 e c'helljod implijout ivez an arouezenn all [ɷ] evit treuzskrivañ ar vogalenn-mañ, met er bloaz-se e oa bet skarzhet diouzh roll arouezennoù ofisiel al LFE.







Yezh Ger LFE Ster
Saozneg hook [hʊ̜k] 'krog'
Faeroeg hvalur [kvɛalʊɹ] 'balum'
Alamaneg Schutz [ʃʊts] 'gwarezadur'
Ruseg сухой [sʊˈxo̞j] 'sec'h'
Svedeg ort [ʊʈ] 'lec'h'

Vogalenn beuzserr tost a-dreñv plaen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mar bez ezhomm e c'heller implijout an arouezenn [ɯ] hag a dalvez evit treuzskrivañ ar Vogalenn serr a-dreñv plaen mui ur sin diakritek ispisial warni evit merkañ ar fed ma vez distaget muioc'h etre ha muioc'h a-greiz evit boaz: [ɯ̽], da skouer e portugaleg Europa: pegar [pɯ̽ˈgaɾ], 'dougen; kemer', treuzskrivet peurliesañ gant [ə].

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]