Mont d’an endalc’had

Vänern

Eus Wikipedia
Emañ al lenn Vänern e mervent Sveden

Al lenn Vänern zo ul lenn e kreisteiz Sveden. Gant he gorread 5 655 km² ez eo Vänern al lenn vrasañ e Sveden, hag an trede lenn vrasañ en Europa. Emañ etre rannvroioù istorel Götaland ha Svealand, rannet etre proviñsoù Västergötland, Dalsland ha Värmland.

Stummet e oa bet al lenn e-pad oadvezh diwezhañ ar skorn, war-dro 10 000 bloaz zo. 106 metr eo he donder muiañ. En em deurel a ra ar stêr Klarälven enni, e tu an hanternoz, e-kichen Karlstad. En tu all emañ ar stêr Göta älv o liammañ al lenn ouzh ar mor (Kattegat). Pouezus eo ar pesketa e korn-bro al lenn, ken evel obererezh kenwerzhel ken evel dudi evit touristed.