Mont d’an endalc’had

Unaniezh Europa

Eus Wikipedia
Unaniezh Europa

Banniel Europa
Sturienn In varietate concordia
Unanet el liesseurtegezh
Kanenn Europa Kanenn d'al Levenez
Devezh Europa 9 Mae[1]
Yezhoù ofisiel Yezhoù Unaniezh Europa
Savidigezh
Feur-emglev Roma 1 a viz Genver 1958
Feur-emglev Maastricht 1 a viz Du 1993
Feur-emglev Lisboa 1 a viz Kerzu 2009
Melestradur
Kêrioù-penn Brusel
Luksembourg
Strasbourg
Prezidantelezh
Kuzul

Kengor

Parlamant

 Charles Michel
(12/2019)
 Ursula von der Leyden
(07/2019)
 David Sassoli
(07/2019)
Douaroniezh
Gorread 4 194 431 km² (UE27)
7vet renk[2]
Poblañs
• Hollad (2019)
Stankter

446 834 578 (UE27)
107 ann./km²
3vet renk[2]
Moneiz Euro (€)[3]
Gwerzhidoù-eur UTC, UTC 1, UTC 2[4]
Igorell bellgomz 3 • 4[5]
Armerzh
PDB
(diazez PPA)
• Hollad (2004)
• PDB/annezad
Renk 1[2]
9 € 610 milmilion
21 125 €

Internet europa.eu

Unaniezh Europa[6][7] (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :

  • ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz, al labour-douar, ar c’henwerzh, politikerezhioù an endro)
  • ur c'hengevread (da skouer evit ar politikerezhioù sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferioù diabarzh)
  • un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferioù diavaez)

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.

Doare a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel "mistri ar Feurioù-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.

D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom.

Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savboentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.

Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg.

Krefen war ar stern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL).

Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.

E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.

Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.

Stadoù ezel hag an emled da zont

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

27 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 4 493 712 km² gant e-tro 508 191 116 milion a geodedourien europat e 2015. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasañ er bed dre he gorread hag an trede brasañ dre he foblañs goude Sina hag India.

Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh Europa

Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:

Bloaz Bro
1952 Belgia, Frañs, Alamagn (ar C’hornôg), Italia, Luksembourg, An Izelvroioù (izili diazezerien)
1973 Danmark, Iwerzhon, Rouantelezh Unanet[8]
1981 Gres
1986 Portugal, Spagn
1990 En em unaniñ a ra Alamagn ar Reter gant Alamagn ar C'hornôg evit dont da vezañ un tamm eus an UE
1995 Aostria, Finland, Sveden
2004 Republik Kiprenez, Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia, Slovenia
2007 Bulgaria, Roumania
2013 Kroatia

Tiriadoù tramor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha Tiriadoù dibar eus Stadoù ezel zo hag o darempredoù gant an UE (hemañ e saozneg).

Emled da zont ha darempredoù strizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezañ ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouiñ abaoe an 3 a viz Here 2005. Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennoù a ranko kas da benn vat war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial.
  • Makedonia (abaoe 2004), Albania, Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezañ ezel eus an Unaniezh.
  • Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
  • Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emglevioù dibar o deus gant an UE.
  • Perzh a gemer an darn vrasañ eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantañ Takad Armerzhel Europa), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
AlamagnAostriaBelgiaBulgariaKiprenezDenmarkSpagnEstoniaFinlandBro-C'hallGresHungariaIwerzhonItaliaLatviaLituaniaLuksembourgMaltaIzelvroioùPoloniaPortugalRoumaniaRepublik TchekSlovakiaSloveniaSvedenKroatiaTurkiaMakedonia
Izili Unaniezh Europa
Kod ISO Anv brezhonek Anv lec'hel
DE Alamagn Alamagn Deutschland
AT  Aostria Österreich
BE Banniel Belgia Belgia Belgique, België, Belgien
BG Bulgaria Bulgaria България
DK Banniel Danmark Danmark Danmark
EE Estonia Estonia Eesti
FI Banniel Finland Finland Suomi
FR Frañs Frañs France
EL[A 1] Gres Gres Ελλάδα, Ελλάς
HU Hungaria Hungaria Magyarország
IE Iwerzhon Iwerzhon Éire
IT  Italia Italia
NL Izelvroioù Izelvroioù Nederland
HR Kroatia Kroatia Hrvatska
LV Latvia Latvia Latvija
LT Lituania Lituania Lietuva
LU Luksembourg Luksembourg Lëtzebuerg, Luxembourg, Luxemburg
MT Malta Malta Malta
PL Banniel Polonia Polonia Polska
PT Portugal Portugal Portugal
CY Republik Kiprenez Kypros, Kıbrıs
CZ Banniel Tchekia Tchekia Česká republika
RO Banniel Roumania Roumania România
SK Slovakia Slovakia Slovensko
SI Slovenia Slovenia Slovenija
ES Banniel Spagn Spagn España
SE Banniel Sveden Sveden Sverige
Argerzh emezelañ war an hent, hep bloaziad merket
AL Albania Albania Shqipëria
MK Makedonia Makedonia an Norzh[A 2] Makedonija
ME Montenegro Montenegro Crna Gora
RS  Serbia Srbija
TR Banniel Turkia Turkia Türkiye
Stadoù ganto ur statud kaset war-raok
IL Banniel Israel Israel מְדִינַת יִשְׂרָאֵל
MA Maroko Maroko المغرب
Kod ISO Anv brezhonek Anv lec'hel
Ar Rannvroioù tro-war-dro pellañ a zo darnoù eus Unaniezh Europa.
An teir strollegezh tramor (COM) ha n'eus ket rennvroioù tro-war-dro pellañ anezho a zo darnoù eus Unaniezh Europa : Saint-Barthélemy (BL), Saint-Martin) (MF)
ha Sant-Pêr-ha-Mikelon (PM).
Ar Broioù ha tiriadoù tramor n’int ket darnoù eus Unaniezh Europa met gallout a reont kaout arc'hant Europa evit an diorren a-berzh Bank Kreiz Europa.
  1. EL evit ar Republik Hellenek (Ελληνική Δημοκρατία) ha GR evit an tiriad.
  2. Anv ofisiel gant UE: Republik Makedonia.

Ganedigezh hag Istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lid sinañ Feur-emglev Roma e 1957
Izili diazezer Kumuniezh Europa ar Glaou hag an Dir

Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E deroù an XIXvet kantved gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.

Ensavadurioù ha frammoù lezennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ensavadurioù UE

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE
Meur a framm arc’hant zo
Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù

Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh.

A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.

Lec’hiadur ensavadurioù UE

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr :

Framm lezennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.

Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 a viz Mae 2004.

Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 27 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Deiz-ha-bloaz disklêriadur Robert Schuman.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Europa evel Stad en he unan.
  3. Lod Stadoù ezel zo chomet gant o moneiz broadel.
  4. UTC-4 hag UTC 4 er c’hornioù pellañ
  5. Diouzh ar Stadoù ezel
  6. "Unaniezh Europa (UE)", TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  7. "Unaniezh Europa", Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, brezhoneg21
  8. D'an 31 a viz Genver 2020, ar Rouantelezh-Unanet a guitaas Unaniezh Europa ; gwelit ar pennad Brexit.