Ugo d'Este
|
Ugo d'Este (1405 - Ferrara, 21 a viz Mae 1425), anavezet ivez evel Ugo Aldobrandino, a oa mab da Nikolaz III d'Este ha d'e serc'h Stella de' Tolomei.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E vreudeur all e oa:
- Leonello d'Este (1407-1450)
- ha Borso d'Este (1413 - 1471), bet o-daou o ren e Ferrara.
Evel mab henañ e oa da ren war-lerc'h e dad, evitañ da vezañ mab bastard, hag ur vuhez a ebatoù diroll hag a zispignoù bras an hini a gase, e-skoaz e vreudeur yaouankoc'h[1].
Pa ne oa ket dimezet e dad d'e vamm e voe yen a-walc'h ouzh e lezvamm nevez, eil pried e dad, Parisina Malatesta, da gentañ -penn[2], a oa tost a oad gantañ. Etre an ozhac'h hag e wreg Parisina avat, dimezet e Ravenna e 1414, e oa 20 vloaz memes tra.
Darempred marvus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1424 e voe gourc'hemennet dezhañ gant e dad ambroug e lezvamm e-kerzh ur veaj e krogas o darempred avoultr, a gendalc'has goude o distro da Ferrara.
Fallout a raent en em gavout sioul en delizie di Belfiore, Fossadalbero e Quartesana[2].
Hervez tud all e krogas an avoultriezh en un doare all. E 1423 p'edo ar vosenn oc'h ober he reuz e repuas Parisina e castello di Fossadalbero e kompagnunezh he lezvab hag er c'hastell bihan e savas karantez etrezo[3].
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vatezh a eas da gontañ da Nikolaz petra a c'hoarveze e-kuzh outañ, ma spias ouzh an amourouzien, m'o zapas a-greiz ober, ha m'o bac'has en ur c'hastell ma voent kondaonet ha dibennet[3].
War-lerc'h marv Ugo e voe e vreur Leonello d'Este, mab da Stella ivez, a voe anvet da hêr e dad[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://web.archive.org/web/20110721042049/http://www.bper.it/gruppobper/incontri/archivio/pdf_72/20_22_Trenti.pdf
- ↑ 2,0 ha2,1 http://www.parente.fe.it/maria_teresa_mistri/ferrara/fatti_miracoli_leggende/ugo_e_parisina.htm
- ↑ 3,0 ha3,1 https://web.archive.org/web/20121215054927/http://www.comune.rimini.it/servizi/citta/storia_di_rimini/-donne_di_rimini/pagina44.html
- ↑ https://web.archive.org/web/20070312023830/http://www.storiaviva.it/arruolamento_compagnia_di_san_pietro/lionello_d_este_350.htm