Mont d’an endalc’had

Tri Yann

Eus Wikipedia

Tri Yann zo ur strollad sonerien eus an Naoned. Savet e oa bet ar strollad e fin ar bloazvezh 1970 gant tri Jean : Jean-Louis Jossic, Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau. Unan eus ar strolladoù oberiant koshañ zo er Frañs. Brudet o deus kanaouennoù evel "le loup, le renard et la belette" pe "les prisons de Nantes". Kanañ a reont e galleg, brezhoneg hag e saozneg, levezonet-bras int gant Alan Stivell. Ar sonerezh zo liesseurt a-walc'h (folk, folk-rock, medieval folk-rock). Un tropad-mat a sonerien zo bet er strollad abaoe ma oa bet krouet. Strollad Tri Yann a zo bet savet e 1971 gant pevar c'haner eus Breizh : Jean-Louis Jossic, Jean Chocun, Jean-Paul Corbineau ha Bernard Baudriller.

Tri Yann war al leurenn

Bernard Baudriller oa kelenner e-barzh ar memes skolaj ha hini Jean-Louis Jossic. Bernard a oa kelenner war ar saozneg ha Jean-Louis Jossic, kelenner war an istor-geografiezh. An daou all, Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau, a oa kanerien en memes strollad. Ar strollad-se a oa anvet les Classic's . E 1971, ar pevar den-mañ o deus divizet sevel ur strollad sonerezh breizhat. Ar strollad 'oa savet met n'o doa kavet anv ebet. Ur mignon dezho en deus kinniget Tri Yann an Naoned rak er strollad e oa tri den anvet Yann, hag e oant holl o tont eus Naoned. Int a oa a-du. Divizet o deus reiñ an anv-mañ d'o strollad. Setu penn-kentañ Tri Yann.

  • 1972. E miz Mezheven 1972, o deus graet paotred Tri Yann o 33-zro kentañ. Gilles Servat en deus sikouret anezho evit-se. E di-embann, anvet Kelenn en deus enrollet hag embannet anezhañ. An dennadenn gentañ 'zo bet echuet ur miz goude. Embregerezh "Phonogram" he deus adembannet e miz Gwengolo, hag he deus dasparzhet dre Vro-C'hall.
  • 1973. D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1973, e teujont da vezañ a-vicher. Ur "musicorama" a voe aozet en Olympia e Pariz hag a-stroll an holl strolladoù ha kanerien produet gant Kelenn. Da c'houde, e voe degemeret Tri yann c’hoazh en Olympia, met ar wech-mañ 'vit ur sizhunvezh a-bezh. Goude, holl arzourien Kelenn en em gav dindan an "deltenn ispisial Breizh" evit, ar wech-mañ, un droiad 40 devezh. Meur a zek miliad a dud a-prenas pladennoù Tri Yann. Adalek neuze eo e voe roet lañs d’ar strollad. Er memes bloavezh e voe embannet o eil fladenn "10 ans, 10 filles".
  • 1974. Embann a reas strollad Tri Yann an Naoned e drede pladenn, "Suite Gallaise". An albom-se a lak un tammig muioc'h ar sonerezh gallaou war-well, kar ne oa ket anavezet kalz d'ar c'houlz-se gant an dud.
  • 1976-1977. Embannet e voe ur bladenn nevez ganto e miz Mezheven 1976, "la découverte ou l'ignorance". Jerome Gasni (tabouliner ar strollad) a loskas e blas gant Gerard Gomon e 1977. Er memes bloavezh, "Tri Yann an Naoned", o albom kentañ, a voe anvet pladenn aour ar bloavezh.
  • 1978-1979. E 1978 e teuas "Urba" er-maez. E-barzh ar bladenn-mañ ez eus un titl, "le Soleil est noir", en deus 'vel sujet an Amoco Cadiz, en deus graet ul lañv du bras e Breizh. Abaoe 1979 ez eo kroget ar strollad d'ober troiadoù, ha sonadegoù en un nebeud broioù en Europa : Alamagn, Suis, Belgia... Da c'houde, e teuas "la Découverte ou l'ignorance" da vezañ pladenn aour e 1979. Christian Vignoles a zo deuet e-barzh Tri Yann e miz Mae 1979. Bez e oa skoliad e-barzh kentelioù Jean-Luc Chevalier.
  • 1980. E 1980, ez eo aet Tri Yann d'an U.R.S.S. d'ober ur sonadeg evit gevelladenn Naoned gant Tbilissi.
  • 1981-1984. "An Heol a zo glaz" a zo 6vet albom Tri Yann. Graet eo bet e 1981, ha diskouez a ra o soñjoù e-keñver an natur. Er bladenn-mañ, ez eus un titl anvet "Kan ar c'han" a gomz diwar-benn stourmadenn tud Plogoff enep saverezh ar greizenn nukleel. Kanañ a reont en Olympia. E miz Eost 1984 e voe embannet "Café du bon coin". Goude o deus graet ur sonadeg e Danmark ( Roskilde ) hag e gouelioù etrekeltiek an Oriant. Christian Vignoles a guitaas ar strollad d'an 20 a viz Kerzu 1984, goude sonadeg St Dizier, evit mont e-barzh meur a strollad a-raok echuiñ 'barzh hini Jean-Luc Chevalier ha Fred Bourgeois. Goude e kavas labour evel kelenner gitar e-barzh ur skol gevredigezhel eus ar vro.
  • 1985. An eizhvet albom o deus krouet a zo "aniversène" enrollet en bev e 1985, hag albom diwezhañ Bernard Baudriller gant Tri Yann. Tapout a rejont an Triskell Aour evit bout lakaet ar sonerezh breizhat muioc'h war-wel. Bruno Sabathe a zeuas e-barzh ar strollad evit kemer plas Bernard Baudriller e miz Kerzu 1985. Bernard a guitaas ar strollad evit mont en e skol sonerezh e Migné-Auxances (rannvro Poitiers).
  • 1986. E 1986 ez eas ar strollad da Gerne-Veur ( Kimper ) ha da gCardiff (Bro-Gembre). Louis-Marie Seveno, lesanvet "Loumi" e zeuas e-barzh ar strollad. Degas a ra kalz d'ar strollad gant e ouiziegezhioù war sonerezh hengounel India ha Breizh.
  • 1988-1989. E 1988 ez eo bet embannet ar bladenn zoubl "le Vaisseau de Pierre" gant ur vandenn-dreset graet gant Christin ha Emki Bilal. Ar pezh sonerezh-mañ e lak war ar leurenn 80 a-dud o tañsal. Troiad "le Vaisseau de Pierre" zo ranket paouez evit abegoù arc'hant. Goude, Jean-Luc Chevalier, c'hoarier gitar kozh strolladoù Catherine Lara ha Magma, a zeuas da son e-barzh hini Tri-Yann. Disunvaniñ ha modernaat a ra ar strollad, c'hoazh muioc'h eget a-raok gant Jean-Luc Chevalier. E 1989 ar c'hiz a zo un tammig cheñchet. Nebeutoc'h a dud a selaoù ouzh Tri Yann, daoust ma chom ur bern tud feal d'ar strollad-mañ.
  • 1990-1993. E 1990 e voe graet ur bladenn nevez gant Tri Yann e Naoned anvet "Belle et Rebelle". En albom-se ez eus muioc'h a dredan eget er reoù all. E 1993 e rejont ur bladenn dastum pe kompilasion (kompil) oc’h adkinnig istor ar strollad hag ul lodenn eus o zitloù gwellañ. Da c'houde, e teu Christophe le Halley da gemer plas Bruno Sabathe. Er memes bloavezh, e voe roet da dTri Yann medalenn ar SACEM evit o 20 vloaz labour. Profitañ o deus graet eus div sonadeg e Naoned evit enrollañ kasedig an "Inventaire", anv o c'hompil.
  • 1995. E 1995 ez eo bet enrollet "Portraits" en abati Fontevrault. C'hwec'h eus titloù "Portraits" a zo gouestlet da "afer" Sezneg. E miz Du, e resev usin Lu e Naoned, strollad Tri Yann. Reiñ a rejont ur sonadeg evit o mignoned, hag an dud a zo bet heverk er strollad. Just goude eo bet krouet an "Inventaire 2".
  • 1996-1997. E 1996 e reas Tri Yann ur CD all, "Tri Yann en concert" en bev. Abaoe ez eus muioc'h a dud o sellout ouzh o fladennoù. Adtremen a rejont er skinwel, hag e 1997 e rejont "la véillée du troisième milénaire".
  • 1998. E 1998 e krogjont d'ober sonadegoù gant an Orchestre National Symphonique du Pays de la Loire ( ONPL ). E miz Mezheven hag e miz Gouere 1998, e voent eilet gant an ONPL war ur bladenn-arc’hant all "la Tradition symphonique". Evit-se Tri Yann o deus mesket ar sonerezh klasel ha sonerezh Breizh. E fin sonadegoù miz Eost 1998, ez eas Christophe le Halley kuit eus ar strollad evit mont en ur strollad all anvet « la musardaille ».
  • 1999. E penn kentañ 1999 e teuas Tri Yann da vezañ un eizhad. Daou ganer nevez a zeu er strollad: Konan Mevel ha Fred Bourgeois. E miz Kerzu, Louis-Marie Seveno a guitaas ar strollad. Loumi en deus krouet ur strollad violoñsoù anvet "Cernunos". Christophe Peloil a gemero e blas. Goude, "l'Essentiel en concert" en bev e voe embannet asambles gant kompil "Tri Yann la légende" (ur bladenn-arc'hant doubl), just war-lerc'h.
  • 2000-2001. Jean-Paul Corbineau a ranke kuitaat ar strollad e-pad ur mare eus an 31 a viz Mae 2000 betek miz Genver 2001. E keit-se, e kemeras Bleuñwennn Mevel, – Konan Mevel zo er strollad-se ivez–, plas Jean-Paul Corbineau. Unan deus ar merc'hed kentañ er strollad-se eo. Mont a reas kuit d'an 19 a viz Genver 2001, goude fest-noz an 30 vloaz. Pedet e vez da ganañ er sonadegoù ur wech an amzer. Goude ez eo aet e strollad "Belshama".
  • 2001. E 2001, o deus graet an Tri Yann ur bladenn nevez anvet "le Pélégrin", d'ar 16 a viz Genver. Albom "le Pélégrin » a zo pladenn gentañ ar ganerez nevez erruet er strollad. Servijout a ra ivez da verkañ bloavezh 30 vloaz ar skipailh sonerezh-mañ. Fest o 30 vloaz a grogas e miz Genver, hag a gendalc'has a-hed d’ar bloavezh ( war al leurenn 'vel just ). Tremen a rejont er Zénith, e Pariz. Eno ec’h enrolljont "30 ans au Zénith". Enrollet eo ez-vev, hag eo bet graet anezhi ur bladenn arc’hant hag un DVD/VHS.
  • 2003. Evit o albom nevez, "Marines", graet d'an 22 a viz Gwengolo 2003, o deus choazet kemer ar mor da demm. An danvez-mañ a vo an digarez da gomz diwar-benn morioù ar bed, eus Breizh d’an Antilhez, hag eus ar vartoloded, anavezet pe get. Se 'zo un doare da zougen bri dezho. Reiñ a reas tro d'ar strollad da dremen e Kasino Pariz.
  • 2004. D'ar 6 ha 7 a viz Gouere 2004, e rejont ur sonadeg e « kêr ar c'hendalc'hioù » e Naoned gant an ONPL, ha bagad Naoned, an EVN ( Ensemble Vocal de Nantes ) ha Bleuñwenn Mevel. Ur bladenn-arc’hant a voe enrollet neuze, "la Tradition symphonique 2" ez-vev.
  • 2007-2008. Ar 15 a viz Here 2007, e voe enrollet "Abysses", da heul "Marines". Met ar wech-mañ, e komzed eus ar peñseoù edan-vor. Ar CD-se a roas tro d'ar strollad, da dremen en Olympia, e Pariz, d'an 29 e viz Genver 2008.
  • 2010. C’hoant o deus Tri Yann d’ober ur bladenn-arc’hant all a-benn fin ar bloavezh 2010: "Rummadoù (Générations)" e vez e anv dezhañ.
  • 2012. Ur bladenn nevez : "Chansons de marins".
  • 2021. Marv Jean-Paul Corbineau[1]

O fladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1972 : Tri Yann an Naoned
  • 1973 : 10 ans, 10 filles
  • 1974 : Suite Gallaise
  • 1976 : la Découverte ou l'Ignorance
  • 1978 : Urba
  • 1981 : an Heol a zo glas
  • 1984 : Café du bon coin
  • 1985 : Aniverscène (ez-vev)
  • 1988 : le Vaisseau de Pierre
  • 1990 : Belle et Rebelle
  • 1993 : Inventaire (Kompilasion)
  • 1995 : Portraits
  • 1995 : Inventaire 2 (Kompilasion)
  • 1996 : Tri Yann en concert (ez-vev)
  • 1997 : la Veillée du 3ème millénaire
  • 1998 : la Tradition Symphonique (ez-vev)
  • 1999 : l'Essentiel en concert (ez-vev)
  • 1999 : Tri Yann la légende (Kompilasion, 2 CD)
  • 2001 : le Pélégrin
  • 2001 : 30 ans au Zénith (ez-vev, er Zénith e Pariz. Pladenn-arc’hant DVD/VHS)
  • 2003 : Marines
  • 2004 : la Tradition symphonique 2
  • 2007 : Abysses ( eil lodenn, goude "Marines")
  • 2011 : Rummadoù (Générations)
  • 2012 : Chansons de marins