Mont d’an endalc’had

Menoe (kêr)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Trefynwy)
Ar pont war ar stêr Mynwy e Trefynwy
The Geoffrey Tapestry e prioldi Trefynwy

Menoe ( Trefynwy e kembraeg; Monmouth e saozneg) eo kêr-benn kontelezh istorel Sir Fynwy e Kembre.

En glazur e deir gebrenn en aour, e dreustell en gul balirant

E kember ar stêrioù Gwy ha Menoe emañ, tost da Vro-Saoz.

Dont a ra anv kêr eus hini ar stêr, Mynwy e kembraeg, Menoe e brezhoneg. Dont a ra an anv kembraek "Trefynwy" eus tre dirak Mynwy.

  • Itinerarium Antonini 4852 (Iter XIII) : BLESTIO ; gwrizienn diasur : marteze diwar un anv den Bles(i)us.
  • Rivet & Smith (op. cit.) : RIB 1254, maen-bez Blescius Diovicus, e Risingham (Rouantelezh-Unanet) ha CIL II;5087 : T. Blestus / Blestius, León, Spagn.
Monmouth

Dont a ra an anv saoznek Monmouth eus Monnow, stumm saoznekaet Mynwy, ha mouth, "genoù" dre dreiñ Aper Mynuy ("Aber Mynwy")

  • Eilert Ekwall (op. cit.) : Munuwi muda (II Ekwall English River Names) ; Monemude Domesday Book ; Munemuta 1191 Giraldi Cambrensis.
  • A.D. Mills (op. cit.) : Munwi Mutha kent 1100, Munemuda 1190, Monmouth 1267.

Blestium zo bet un annezadenn roman.

Merket eo dre the Old Town e traoñ ar gartenn gant Robert Morden, Herefordshire (c. 1650 – 1703)

Ur gudenn zo gant ar gartenn-se : n'emañ ket The Old Town el lec'h m'emañ Monmouth hiziv.

Er gêr-se e oa Jafrez Menoe o chom, hag eñ oberour Historia Regum Britanniae.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo gant Carbonne e Bro-C'hall ha Waldbronn, en Alamagn.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Robert Morden : Map of Herefordshire (XVIII-XIXvet ?)
  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936 ... 1980
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  • A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991 ... 2003