Trefdraeth (Sir Benfro)
Neuz
Ur pennad Trefdraeth zo ivez.
Trefdraeth (Newport e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e hanternoz Sir Benfro. Emañ war vord ar mor, e mervent Bae Ceredigion, en aber ar stêr Nyfer. Poblet e oa gant 1 161 a dud e 2011, nebeutoc’h eget an hanter anezho kembraegerien.
E kastell Trefdraeth, savet e 1195, e oa lez aotrou Cemais.
E-kichen ar gêriadenn emañ taol-vaen Carreg Coetan Arthur. Dismantroù ur c’hreñvlec’h eus Oadvezh an Houarn a c’haller gwelet e lein torgenn Carn Ingli (337m). Eus ar grec’henn-se ivez e c’haller kaout ur sell kaer war Trefdraeth ha war an aod.
Kreizenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur greizenn zo e Brithdir Mawr[1].