Mont d’an endalc’had

Trede brezel Italia

Eus Wikipedia
Trede brezel Italia
brezel
Daveennoù douaroniel40°20′0″N 15°50′0″E Kemmañ
Deiziad kregiñ1501 Kemmañ
Deiziad echuiñ1504 Kemmañ
Map

Trede brezel Italia a vez laret eus ur brezel a c'hoarvezas en Italia etre 1501 ha 1504.

Ur wech taolet e grabanoù war dugelezh Milano, e troas Loeiz XII war-du rouantelezh Naplez. Ur wech c'hoazh e voe roet skoazell dezhañ gant ar pab Alesant VI a gave da damall d'ar roue Frederig II Naplez an emglev digristen en devoa graet gant an Durked.
D'an 11 a viz Du 1500 e sinas Loeiz XII Feur-emglev Granada gant Fernando II Aragon diwar-benn rannidigezh rouantelezh Naplez: Puglia ha Calabria da Aragon en un tu, Naplez, Douar al Labour hag Abruzzi da Vro-C'hall en tu all.

E 1501 e lammas Bro-C'hall ha Spagn war Naplez ma rankas ar roue kaezh kodianañ d'ar 26 a viz Gwengolo 1501. Repuiñ a reas e Bro-C'hall ma voe anvet da Gont Anjev, goude dilezel e wirioù war rouantelezh Naplez.
Er c'heid amzer-se, gant asant Bro-C'hall, e kouezhas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, war Romagna (1500), ha Dugelezh Urbino (Mezheven 1502). Loeiz XII avat a viras outañ d'ober kemend-all da Republik Firenze. D'an 31 a viz Kerzu 1502 eo e lakaas lazhañ baroned an Tiegezh Orsini e Senigallia.

E rouantelezh Naplez e oa savet bec'h, kenkent ha 1502, etre ar C'hallaoued, chomet e kornioù zo daoust d'an emglevioù, ha Fernando II Aragon .

E 1503 e varvas ar pab Alesant VI. Pi III ne renas war e lerc'h nemet un toullad mizioù. Goude e teuas un enebour touet d'an Tiegezh Borgia, ar pab Jul II. Cesare Borgia a voe rediet da zaskoriñ kêrioù ha kreñvlec'hioù, ha da dec'hel da Spagn, ma voe bac'het, hag ac'haleno da Navarra, da di e dad-kaer, ma varvas en 1507.

Faezhet e voe ar C'hallaoued en emgannoù Seminara, Cerignola ha Garigliano a-enep Gonzalvo Córdoba, ma voe kollet ganto Naplez, ha goude Gaeta d'an 1 a viz Genver 1504.

E miz C'hwevrer 1504 e voe sinet arsav-brezel Lyon ha lezel a reas Loeiz XII rouantelezh Naplez gant Fernando II Aragon. Loeiz XII en devoa roet tro d'ar pab da greskiñ e c'halloud ha d'ar Spagnoled da gemer Naplez.