Tokarev TT 33
Tokarev TT 33 | |
---|---|
Tokarev TT 33 | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek, un-ober |
Munisionoù | 7,62 × 25 mm Tokarev, 9 mm Parabellum, .22 Long Rifle |
Mare-produiñ | Abaoe 1930 |
Mare implij | 1933–1951 en Arme ruz |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (karget) | 0,910 kg |
Hirder | 196 mm |
Hirder ar c'hanol | 116 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 50 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 420 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Adstummoù | Gwelet ar bajenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An Tokarev TT 33 (e rusianeg Пистолет Тульский Токарева, модель 1933 года , « Pistolenn Toulsky-Tokarev pimpatrom 1933 ») zo ur bistolenn damaotomatek soviedel un-ober ijinet evit an Arme Ruz er bloavezhioù 1920. Ur stumm simplaet eo eus an TT30 savet gant Fiodor Vassilievitch Tokarev, awenet gant ar Browning M1903 (evit ar wikefre) hag ar Mauser C96 (evit he munision savet diwar ar 7,63 mm Mauser). Choazet e voe evel arm-dorn standart an Arme Ruz e 1933.[1]
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un arm simpl, solut ha marc'hadmat e oa an TT 33. Aes e oa da broduiñ ha da naetaat (dre he flatinenn a veze divontet buan). Met sioù a oa ganti : ne oa ket resis-kenañ ha re c'halloudus e oa he munision ha neuze hec'h argil. Izel e oa live he sistem surentez : evit stankañ an draen ha prennañ ar gulasenn e ranked hanter-armiñ ar c'hi. An draen he doa ur vosennig kalet-tre ha pell e ranked pleustriñ evit mestroniañ anezhi.
Uheloc'h eo galloud-toullañ he munision 7,62 × 25 mm Tokarev evit reoù boledoù 9 mm Parabellum, .38 Special pe .45 ACP (11,43 mm ), met gellet a ra bezañ harzet gant jiledoù a-enep boledoù soupl modern.[2]
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a adstumm eus an Tokarev TT 33 a zo bet produet gant broioù Emglev Varsovia dindan anvioù all a-wechoù : FEG 48/Tokagypt (Hungaria), FB TT (Pologn), Cugir TTC (Romania), Zastava M57 (Yougoslavia) pe c'hoazh Type 54 (Sina). Implijet e vez gant arme Korea an Norzh ivez.
E Hungaria, Yougoslavia ha Sina ez eus bet produet adstummoù kambret e 9 mm Parabellum, gante ur surentez uheloc'h, evit an ezporzhiañ. Stummoù a zo kambret e .22 Long Rifle, an TT R3, heñvel ouzh an TT 33, evit ar pleustriñ, hag an TT R4, dezhi ur c'hanol hir, evit ar sportoù tennañ.
Ouzhpenn 2 vilion a TT 33 zo bet implijet gant ar polis hag an arme en URSS betek ar bloavezhioù 1960. Goude se e voent profet gant an URSS pe gant Sina da vroioù tost oute war an dachenn bolitikel. E deroù ar XXIañ kantved e veze implijet c'hoazh e kalz broioù en Azia, Afrika pe reter Europa.
Daou TT 33 a oa en arsanailh Amedy Coulibaly pa dapas ostajed en ur stal Hyper Casher da vare gwalldaolioù miz Genver 2015 e Frañs.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Lonassac, Le Tokarev TT30/33, le pistolet de l'Armée Rouge e Cibles, no 607, miz Genver 2021, p. 27 da 31 (ISSN 0009-6679)
- ↑ (en) LEPIK Delia, VASILIEV Vitaly, REISENBURK Hardi, POLDSAM Ulo, Comparison of injuries caused by the pistols Tokarev, Makarov, and Glock 19 at firing distances of 25, 50, 75, and 100 cm, e Forensic Science International 177, miz Even 2008 (lennet d'an 21/01/2024)