Timbroù boutin
Graet e vez gant an termen timbroù boutin evit resisaat ez eus kaoz eus timbroù a vent vihan (alies), heñvel an eil ouzh egile (war-bouez al liv a verk an talvoud-gwerzh), embannet forzh pegement e-pad ur prantad-amzer, evit frankizañ an darn vrasañ eus al lizhiri. Un arouezenn pe un alegorienn a vez kavet war seurt timbroù : Marianne e Bro-C’hall, penn ar Rouanez pe hini ar Roue er Rouantelezh Unanet, e Spagn, e Belgia, ar banniel steredennek er Stadoù-Unanet… Dianav int e broioù zo avat (Rusia da skwer, war-bouez ur rummad e 1950 hag e deroù ar republik).
O vezañ m'eo an timbroù boutin skoroù stlenn marc’hadmat en ur gevredigezh, diktatourien an XXvet kantved (Hitler, Francisco Franco…) o deus tennet o vad eus ur media seurt-se.
N’int ket heñvel eta ouzh an timbroù-lid a ginnig deomp un dudenn, un degouezh, ul lec’h isipisial, hag a zo liesseurt o ment alies ivez, gwerzhet e-pad un toullad mizioù hepken.
Moullet e oant bet war follennoù bras e kreiz an XIXvet kantved, aes da didroc’hañ un tamm pe meur a hini evit gwerzhañ anezho d’ar pratikoù. Kavet e vezont e stumm karnedoù 10 skwerenn e broioù Europa abaoe 1895. Abaoe ar bloavezhioù 90 e vez graet timbroù-pegsun gant Postoù Frañs, Belgia…