TheMarker
TheMarker (דה-מרקר en hebraeg) a zo titl teir c'helaouenn hebraek embannet gant Haaretz :
- Ur gazetenn armerzh a gaver gant Haaretz pe distag
- Ul lec'hienn internet : TheMarker.com
- Ur magazin miziek anvet TheMarker
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hienn internet TheMarker a voe digoret d'ar 1añ a viz Mae 2000, hag enni e oa keleier diwar-benn ar brudañ, marc'had an traoù hitech, ar media, marc'had al labour, ar madoù diloc'h, ar justis, ar c'hirri hag an transportoù. E 2001 e krogas ar c'henlabour etre skipailh TheMarker ha hini ar gazetenn "Haaretz" ha war gresk ez eas tamm-ha-tamm. E 2005 e voe embannet asambles gant Haaretz. Pa voe embannet Calcalist e 2008 e voe kresket an niver a bajennoù a gaver e TheMarker hag embannet e voe distag diouzh Haaretz. En un enklask diwar-benn gwerzh ar c'hazetennoù etre dibenn 2008 ha dibenn 2009 e voe merzet e oa digresket perzh TheMarker eus 7,8% da 7,6 %[1].
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.globes.co.il/serveen/globes/docview.asp?did=1000534102&fid=942 TGI survey shows "Globes" only paper to grow, Li-Or Averbuch, 27 a viz Genver 2010, Globes
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|