Tevieg
Neuz
Tevieg
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | Sant-Pêr-Kiberen |
War ribl | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | 47°33′22″N 3°9′55″W |
Perc'hennet gant | natural person |
Tevieg[1], pe Tivieg[2],[3], zo un enez prevez ha didud e kumun Sant-Pêr-Kiberen. Ul lec'hienn arkeologel a-bouez eo dre m'eo bet kavet korfoù-eskern koshañ Breizh eno.
Etre 1928 ha 1934 e voe furchet an enez gant ur c'houblad eus Loren dedennet gant an arkeologiezh, Marthe ha Saint-Just Péquart. Diskoachet e voe gante roudoù annezioù hag ur veredeg eus Krennoadvezh ar maen (war-dro 10 000 bloaz 'zo).
Ar c'horfoù kavet (seizh gwaz, eizh maouez, ur plac'h yaouank ha seizh bugel) a oa beziet e fozioù goloet gant daroù. Dielfennet eo bet ar relegoù-se ha jedet ment keidat ar wazed (1,59 m) ha hini ar maouezed (1,52 m). Unan eus ar wazed a oa bet lazhet gant ur bir kailhastr.