Mont d’an endalc’had

Tanga

Eus Wikipedia
Un tanga a-gleiz, hag ur string a-zehou.

Un tanga a zo ur seurt bragoù-bihan, implijet da bezh dilhad-dindan pe kouronkañ, bihanik, ma vez goloet un darn eus ar feskennoù hepken. Brasoc'hik e vez eget ur string. Disheñvelik eo ivez diouzh ar bragoù-bihan brazilian a zo heñvel an daou du (an tu a-raok hag an tu a-dreñv).

Adster pe yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù 'zo e vez graet "tanga" eus kement slip bihan-bihanik, kenster mui-pe-vui gant string, met cheñch a c'hell ober hervez ar broioù, memes er re ma vez komzet an hevelep yezh. Tanga e spagnoleg Spagn n'eo ket tre ar memes tra ha "tanga" e spagnoleg Suamerika: e Bro-Spagn e talvez kement ha string, tra ma vez lavaret "colaless" eus ur string en Amerika ar Su.