Taifa Denia
Taifa Denia zo un taifa krouet e tolead kêr Denia e 1010, goude kouezhet kalifiezh Córdoba e dibenn an Xvet kantved. Hiziv emañ an douar anezhañ oc'h ober un darnig eus Kumuniezh Valencia.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Taifa Denia (Al-Dàniyya), krouet en 1010 gant ar sklav al-Amiri al-Muwaffaq, e voe ar rouantelezh kentañ a embannas bout dizalc'h diouzh kalifiezh Córdoba. Bihan e oa, hag enni kêrioù Bairén, Orba, Altea, Callosa, Sagra, Cocentaina ha Bocairent.
En 1011 e c'hovelie he moneiz, en Elda. En 1015, edo Al-Muwaffaq e penn ur morlu hag a gemeras an inizi Balearez ha Sardigna, a chomas bloaz dindan e veli. Adal Denia ez ae da breizhata kêrioù Genova ha Pisa, broioù Toskana ha Lombardia.
E 1076 e voe aloubet ha kemeret gant Al-Muqtadir, roue Taifa Zaragoza. en inizi neuze e voe savet Taifa Mallorca