Mont d’an endalc’had

Taichichuan

Eus Wikipedia
Taichichuan e Shanghai

Istor taichi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Taichichuan (sinaeg]: 太極拳; pinyin: Tàijíquán) a reer eus ur gourenerezh (diabarzh) sinaat. Hervez lod e vefe bet krouet gant Chen Wangting e 1641 met lod all a soñj ivez e vefe bet savet gant ur manac’h, Zhang Sanfeng e anv, pa oa war menez Wudang e proviñs Hubei, e Sina. Awenet eo bet an taichichuan gant teir elfenn disheñvel : gourenerezh sinaat, prederouriezh tao (yin ha yang) hag ar medisinerezh sinaat.

Stummoù taichi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bremañ e vez pleustret taichichuan e Sina met er bed a-bezh ivez. Meur a stil taichichuan a vez anavezet, met ar stil Chen hag an hini Yang eo ar re vrudetañ . Gant an daouarn dreist-holl e vez pleustret taichichuan met bez' ez eus eus stummoù taichi gant armoù ivez : kleze, sabrenn, bazh (hir pe verr), gwalenn, aveler zoken …

Pleustriñ taichi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trevezet eo gant taichi fiñvoù an natur : koumoul, dour pe loened. Da skouer eo brudet ar stourmoù etre ul labous bras, ar c’haran e anv, hag an naer. Ret eo d'ar pleustrer taichi bezañ sioul e spered ha pouezus-tre eo tennañ e anal ivez, da lâret eo an "chi", o lakaat e evezh war ur greizenn a-ratozh a zo dindan ar begel.
Goustadik e vez graet taichi (er c'hontrol d’ar gourenerezhioù estren).

Pal an taichi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mestroniañ e gempouez ha kenurzhiañ izili ar c'horf a vez desket gant studierien an taichi dreist-holl. Tamm-ha-tamm e vefe gwellaet gwevnded an dud dre ober taichi. Sikour a rafe an taichi evit bezañ yac'h e spered ivez.

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.