Mont d’an endalc’had

Strollad Komunour SUA

Eus Wikipedia
Ardamez ar Communist Party of the United States of America pe CPUSA

Strollad Komunour SUA pe Strollad Komunour Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: Communist Party USA, pe Communist Party of the United States of America; CPUSA, e anv ofisiel), zo ur strollad komunour stadunanat krouet e 1919 goude ma vefe bet rannet ar Strollad Sokialour stadunanat goude Reveulzi Rusia.

Arc'hantaouet kalz eo bet ar CPUSA gant an Unaniezh Soviedel ha difenn a rae ar memes selloù ha re Moskov. Ar CPUSA en doa implijet un aozadur kuzh evit sikour ar soviediz dre spiañ Stadoù-Unanet Amerika oc'h implij ur rouedad aozadurioù evit embann mennozhioù komunour dre ar gevredigezh. Ar CPUSA zo bet a-enep ar glasnost kement hag ar perestroika en URSS ha dre-se ne voe ket mui arc'hantaouet gant ar C'hevredad adalek 1989.

Maouezed ha minorelezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Strollad komunour a embann ez eo klasad labourerien Stadoù-Unanet Amerika :

"Multiracial and multinational. It unites men and women, young and old, gay and straight, native-born and immigrant, urban and rural. We are employed and unemployed, organized and unorganized, and of all occupations – the vast majority of our society. "[1]

Afroamerikaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Strollad komunour stadunanat en deus harpet kalz an Afroamerikaned evit sikour anezho da zifenn o gwirioù dreist-holl er bloavezhioù 1930-1940. Tud evel Angela Davis hag a gaver e penn ar stourm evit gwirioù keodedel ar re zu zo bet desket dezho stourm gant ar CPUSA.

Ar Strollad komunour stadunanat n'eo ket a-enep ar relijion, gwelet a ra ar relijion evel ur mennozh dedennus evit difenn ar justis, ar peoc'h ha bezañ karantezus gant an dud all. Evit kaout darempredoù mat gant ar gedourien ar strollad en deus ur skourr war ar relijion.

Daouadoù prezidantel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Danvez kannaded (prezidant ha besprezidant) Strollad komunour SUA evit an delinnadegoù prezidant
Bloavezh Prezidant Besprezidant(ez) Votoù Dregantad Anv
1924
William Z. Foster

Benjamin Gitlow
38,669 0.13% Workers Party of America
1928
William Z. Foster

Benjamin Gitlow
48,551 0.13% Workers (Communist)
Party of America
1932
William Z. Foster
James W. Ford 103,307 0.26% Communist Party USA
1936
Earl Browder
James W. Ford 79,315 0.17%
1940
Earl Browder
James W. Ford 48,557 0.10%
1948
Kannad ebet;
choazet Henry Wallace

Kannad ebet;
choazet Glen H. Taylor
N/A
1952
Kannad ebet;
choazet Vincent Hallinan

Kannad ebet;
echoazet Charlotta Bass
1968
Charlene Mitchell

Michael Zagarell
1,077 0.00%
1972
Gus Hall

Jarvis Tyner
25,597 0.03%
1976
Gus Hall

Jarvis Tyner
58,709 0.07%
1980
Gus Hall

Angela Davis
44,933 0.05%
1984
Gus Hall

Angela Davis
36,386 0.04%
  • Hervez lec'hienn internet ar strollad: "The Communist Party does not endorse candidates from other parties, but we are deeply involved in mobilizing people to participate in the elections".

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]