Steuñv Vigipirate
Steuñv Vigipirate (galleg: Plan Vigipirate) a zo ur steuñv savet e bro C'hall a-benn talañ ouzh ar sponterezh. Ar steuñv a zo unan peurbad e bro C'hall hag en estren-vro war pep tachenn eus ar vuhez foran (Dezougen tud, yec'hed, ar boued, Hentoù an energiezh, surentez ar rouedadoù kelaouiñ…).
Ar pal a zo lakaat asambles holl izili an nasion da labourat en ur evezhiañ, sikour da zifenn ar vro a-enep ar sponterien: ar Stad, ar geodedourien.
D'an 8 a viz Genver 2015, ar steuñv Vigipirate a oa bet lakaet el live « diwall gwalldaol » e Pariz, dre urzhioù ar pennmaodiern gall Manuel Valls. Abaoe Genver 2015, ez eus bet ouzhpennet un oberiadur difennerezh d'ar Steuñv Vigipirate gant ar soudarded. Graet e vez Opération Sentinelle anezhi.
Stad a reuziad : d'an 19 a viz Du 2015 e oa bet votet astenn ar stad a reuziad bet embannet gant ur C'huzul maodierned dreistordinal e-pad an nozvezh eus an 13 d'ar 14 a viz Du da heul gwalldaolioù an 13 a viz Du 2015 e Pariz[1].
Enebadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enebadurioù a zo savet a-enep ar steuñv vigipirate div mammenn a zo.
Enebadurioù a-berzh an nerzhioù engouestlet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma z'eo d'an uhelañ live ar steuñv vigipirate ha war un dermenn difin ez a war skuishaat an nerzhioù engouestlet[2].:
- Difennet ez eo outo kemer devezhioù diskuizhañ
- Ar gedoù a c'hell padout dek eurvezh diouzh renk[3]
- Re nebeut a dud a zo evit difenn an holl lec'hioù da vezañ evezhiet kement hag evit harzoù ar vro[4].
- Skuizh ez eo an nerzhioù difenn dre ar choaz graet evito d'o lakaat d'ur ged difiñv e-ser ober gedoù lusket.
Enebadurioù a-berzh keodedourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Perak kaout ur steuñv gant liveoù disheñvel pa chom d'an uhelañ ha difin?
- Nerzhioù al lu a vez kemmesket muioc'h-mui gant nerzhioù difenn ar pemdez
- Milouradur ar gevredigezh
Notennomù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn Bodadeg Vroadel Bro-C'hall
- ↑ 2/03/2015 Lec'hienn La Croix: Ar steuñv vigipirate difin o tiviañ an nerzhioù difenn (fr)
- ↑ 07/05/2015 Lec'hienn Rfi.fr - Steuñv Vigipirate: ar skuizhder o tapout nerzhioù an urzh (fr)
- ↑ 2/12/2015 Lec'hienn Rtl.fr: Sindikadoù ar valtouterien heuget gant "tro-kamm" François Hollande (fr)