Steredenn-lostek
Neuz
Ur steredenn-lostek a zo ur c'horf-egor bihan. Skorn dreist-holl a ya d'hec'h ober.
Kavet e vez ar steredennoù-lostek en egor pell (e koskoriad an Heol e vezont kavet en tu-hont da Bloudon), met a-wechoù e tostaont d'an Heol ha neuze e c'haller o gwelet da noz. Neuze o devez ul "lost" hir, abalamour ma vez teuzet ar skorn gant an Heol ha gwentet gant an avel heol.