Space Oddity
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | David Bowie |
---|---|
Deiziad krouiñ | 20 Mez 1969 |
Titl | Space Oddity |
Anvet diwar | Space Odyssey |
Raklec'hiet gant | Love You till Tuesday |
Heuliet gant | Ragazzo solo, ragazza sola |
Tachenn | Folk-rock, space rock |
Krouet gant | David Bowie |
Dezerc’her | David Bowie |
Label sonerezh | Philips Records, Mercury Records |
Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Deiziad embann | 11 Gou 1969 |
Sonaozer | David Bowie |
Testenn gant | David Bowie |
Produer | Gus Dudgeon |
Tonegezh | fa muiañ |
Renket e | Canadian Hot 100 |
Dastumad | Museum of Modern Art |
Diaz embann | pladenn vinil |
Studio enrollañ | Trident Studios |
Recording date | 20 Mez 1969 |
Space Oddity zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer saoz David Bowie (1947-2016).
D'ober ur serr-lagad d'ar film 2001, A Space Odyssey gant Stanley Kubrick, deuet e-maez e miz Ebrel 1968, e oa bet dibabet titl ar ganaouenn. E Space Oddity an hini eo e oa bet kontet gant Bowie, evit ar wech kentañ, istor an astraer faltaziek Major Tom o tibradañ diwar an Douar e-barzh e egorlestr. Savet e oa bet e doare un diviz etre ijinourien ar greizenn gontrollañ hag an astraer o pellaat muioc'h-mui en egor, betek koll darempred gantañ da-vat.
- Deiziad enrollañ : 20 a viz Mezheven 1969,
- Lec'h enrollañ : Studioioù Trident e Londrez (Bro-Saoz),
- Padelezh : 4:33,
- Ti-embann-pladennoù : Mercury Records ( Stadoù-Unanet), Philips Records ( Rouantelezh-Unanet),
- Deiziad dont e-maez ar bladennig : 11 a viz Gouere 1969,
- Kanaouenn war eil tu ar bladennig : Wild Eyed Boy from Freecloud,
- Produour : Gus Dudgeon.
Perzh eo ivez eus David Bowie (albom), eil albom studio Bowie, deuet e-maez d'ar 4 a viz Du 1969, hiroc'h he fadelezh (5:16) avat.
Ar sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- David Bowie : gitar klev, stilofon
- Terry Cox : taboulin,
- Herbie Flowers : gitar-boud,
- Rick Wakeman : mellotron, piano,
- Mick Wayne : gitar.
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mae 2013 en devoa graet berzh bras an astraer kanadian Chris Hadfield ouzh he c'hanañ hag eñ e-barzh an Egorlec'h etrebroadel o treiñ en-dro d'an Douar.