Smith & Wesson Model 28
Neuz
Smith & Wesson Model 28 | |
---|---|
Ur revolver Smith & Wesson Model 28 | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA) |
Munisionoù | .357 Magnum .38 Special |
Produer | Smith & Wesson |
Mare-produiñ | 1954-1986 |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez (hep kartouchenn) | 1,180 kg |
Hirder | 240 mm |
Hirder ar c'hanol | 102 mm |
Perzhioù teknikel | |
Dalc'h | Taboulin 6 tenn |
Stummoù | Kanol 4", 6" pe 8⅜" |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Smith & Wesson Model 28, lesanvet Highway Patrolman, zo ur revolver un ober/daou ober produet etre 1954 ha 1986 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur stumm deveret eus ar Smith & Wesson Model 27 eo, savet diwar c'houlenn unvezioù polis er Stadoù-Unanet a felle dezhe kaout un arm marc'hadmatoc'h hag aesoc'h da gempenn eviti. Divizet e voe produiñ ur stumm dilufr ha dezhañ ur pontig marc'hadmatoc'h. Diazezet eo war framm N ar merk. Brudet eo evit bezañ solut, fiziapl ha resis[1].
Implijet e voe gant kalz servijoù polis er Stadoù-Unanet evel reoù kêr San Francisco pe stadoù Washington, Idaho, Maine pe Georgia.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) ALEXANDRE Guillaume, Smith & Wesson 28 "Highway Patrolman", Cibles n°643, miz Genver 2024, pp. 39-43