Mont d’an endalc’had

Skravig boutin

Eus Wikipedia
Skravig boutin

Ur Skravig boutin


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Charadriiformes
Kerentiad : Laridae
Genad : Sterna
Anv skiantel
Sterna hirundo
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Sterna hirundo hirundo

Ar Skravig boutin[1] a zo un evn-mor, Sterna hirundo an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an hañv e vez du-pod beg e bigos hag e bavioù a zo ruz (teñvaloc'h e-pad ar goañv) e gabell du hag e dal gwenn, divaskell hirvoan en deus. Pa vezont o tiskuizhañ ne vez ket hiroc'h o lost forc'hek eget o divaskell. O c'hein a zo glasrous gant bevennoù a-raok an divaskell rousc'hris sklaer.

Dont a reont eus aodoù atlantel Afrika betek Kab ar Spi Mat ha Madagaskar. Degouezhout a reont e-tro miz Ebrel-Mae ha mont a reont kuit e-tro miz Eost-Gwengolo. Hiniennoù a chom da c'hoañviñ e-kichen aodoù Europa.

Debriñ a ra pesked bihan dre o zapout en ur splujañ en dour.

Tiriad ar Skravig boutin :
melen : tachenn hañviñ ha gouennañ,
glas : tachenn c'hoañviñ.

Ar Skravig boutin a neizh a-hed an aod hag a-wezhioù a-hed ar stêrioù, an aberioù, al loc'hoù (lennoù bihan), al lennoù hag ar paludoù (lec'h ma'z eus lec'hid). Neizhañ a ra a-vandennadoù a-hed dour sioul war traezhegoù pe viliegoù; an neizhioù a vez stok-ha-stok, n'int nemet kiboù leuniet o foñs gant briñsennoù. Enno e vez dozvet 2 pe 3 vi arwer.

Diouzh an evnoniourien e vez renket ar Skravig boutin er c'herentiad Laridae (bremañ, hervez IOC 5.3. (2015)[2]) pe e Sternidae.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Perig Herbert, "Anvioù laboused Europa", Hor Yezh, 1995, niv.203-204, p.23.
  2. [1]