Skourjez
Ur skourjez (deuet eus ar ger latin excoriare, "kignat", diwar corium, "kroc'hen"), zo ur benveg lêr, gant un troad koad alies, graet evit skeiñ, war al loened pe war an dud, hag evit gloazañ. Gallout a ra al lêrenn pe an troad bezañ hir pe hiroc'h. Meur a lêrenn a vez a-wechoù.
Strak
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tizh al lêrenn pa vez hejet a c'hall ober un trouz, ur strak. An trouz-se eo a servij da labourat gant loened.
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa labourer gant loened e servij ar skoujez da strakal da reiñ da c'houzout d'al loened e rankont sentiñ d'an urzh roet dezho.
En Aostralia evel er broioù "gaucho" (Arc'hantina, Brazil, Uruguay) e reer gant skourjezioù lêr penn-da-benn ha hir-mat. Ur fiselenn a vez e beg al lêr da lakaat ar skourjez da strakal.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kastiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skourjezañ tud a vez graet ivez. Ar skourjez he nav lêrenn a veze implijet gwechall war listri saoz da gastizañ ar vartoloded. Skoulmoù a veze graet el lêrennoù peurvuiañ, d'ober muioc'h a boan.
Arm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur skourjez a veze gant mestr ar c'haleourien o roeñvat war ar galeoù roman evel war ar re a veze gant broioù Europa er Mor Kreizdouarel er XVIIvet kantved. Un arm eo ar sjambok, pe litupa etre daouarn poliserien Suafrika.
-
Skourjez slovak
-
Kazh e nav lêrenn
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]