Siderieg
Neuz
Eon Proterozoeg |
Paleoproterozoeg |
Siderieg |
Rhyaseg |
Orosirieg |
Statherieg |
Mezoproterozoeg |
Kalymnieg |
Ektasieg |
Stenieg |
Neoproterozoeg |
Tonieg |
Kriogenieg |
Ediakareg |
Ar siderieg (eus ar gresianeg σιδερος, houarn) zo ar maread douaroniel kentañ eus ar paleoproterozoeg. En em astenn a reas eus 2.500 milion a vloavezhioù 'zo da 2.300 milion a vloavezhioù 'zo. Gant ar gronologiezh kentoc'h eget gant ar stratigrafiezh eo termenet.
Fonnus-tre ez eo ar bandennoù houarnek e karregoù ar maread-se. Furmet e voent pa genaozas an oksijen krouet gant ar bezhin kentañ gant houarn ar meurvorioù. An dra-se a dennas kuit an houarn eus ar meurvorioù a yeas da c'hlaz. Kas a reas ivez da verniadeg an oksijen en atmosferenn.
Ar maread-skorn huronieg a zeraouas e-pad ar siderieg, 2.400 milion a vloavezhioù 'zo hag echuiñ a reas e-pad ar rhyaseg, 2.300 milion a vloavezhioù 'zo.