Sac'h
Neuz
(Adkaset eus Seier)
Ur sac'h zo un endalc'her hebleg.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skañvoc'h eo ar seier eget ar paneroù peurvuiañ, breskoc'h ivez, ha n'haller ket lakaat traoù ken ponner e-barzh.
Met a bep seurt seier zo, hervez an danvez anezho, petra zo da zougen gante: seier paper zo da lakaat simant, ha 50 kg a ya e-barzh sac'hadoù simant ordinal.
Seurtoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar sac'h-beaj, skañvoc'h eget ar valizenn
- ar sac'h-binioù, pe binioù,
- ar sac'h-boued zo un anv roet d'ar stomog pe poull-kalon.
- sac'h-c'hwen, kunujennus taolet da loened zo, chas peurvuiañ
- ar sac'h-dorn, d'ar merc'hed da zougen o rikoù,
- ur sac'h-farz, d'ober farz kig ha farz e Leon
- ar sac'h jut, a servije da lakaat glaou, patatez
- ur sac'h-kafe, d'ober kafe, en oadvezh ragistorel ma ne oa ket a sil-kafe nag a baper-sil
- ar sac'h-kein
- ar sac'h-kousket
- Ur sac'h-lastez, e plastik peurvuiañ,
- ar sac'h-min, da reiñ boued d'ar c'hezeg
- ur sac'h-nouenn zo ennañ peadra ar beleg katolik da nouenniñ an dud war o zremenvan.
- ar sac'h paper, a bep ment, re vihan da lakaat frouezh er stalioù, re vras da lakaat glaou-koad, plastr, simant
- ar sac'h plastik, gwalenn ar bed.
hag ivez
- ar sac'hadig te
- ar sac'higell, sac'h bihan da lakaat traoù a bep seurt, kreionoù da skouer.