Mont d’an endalc’had

Seiðr

Eus Wikipedia
Odin o varc'hekaat war Sleipnir, e varc'h (tamm eus maen kizellet Tjängvide.

Ar Seiðr zo anv norsek ur seurt hud implijet gant ar pobloù german da vare oadvezh an houarn e Lec'hlenn.

Ober gant ar Seiðr a oa, a greder, un doare hud hag a denne da ziouganañ ha da levezonañ an dazont. Liammet e oa ouzh ar relijion norzhek hag he orin zo hogozik dianav. Neoazh e voe disteraet kalz pa zegouezhas kristenidigezh Lec'hlenn. Aspadennoù eus ar Seiðr a gaver e sagaoù hag oberennoù lennegel all. Roudoù fetisoc'h zo bet kavet gant henoniourien. Natur ar Seidr zo bet breutaet kalz gant kelennerien a bep seurt, ha lod anezho a ziskleir e oa chamanerezh, gant gweledigezhioù gant ar bleustrerien anezhañ.

Ar re a blede gant ar Seiðr a oa paotred ha merc'hed, met war a seblant e oa tra ar merc'hed dreist-holl, gant gwrac'hed anvet vǫlur, seiðkonur pe vísendakona. Paotred a oa ivez, anvet seiðmenn, met gwelet fall e vezent ha sachañ a raent ur seurt tabou anvet Ergi warno o-unan, gwelet ma vezent evel un tamm katellig, ha handeet e vezent da-heul a-wezhoù[1]. Alies e veze skoazellerien gant an hudourien-se evit harpañ anezho e-pad o lidoù.

Er vitologiezh norzhek rakkristen e oa stag ar seiðr ouzh an doue Odin, doue ar brezel, ar varzhoniezh hag an hud, hag a-hend-all ouzh an doueez Freyja, ezel eus ar Vanir hag e veze kontet he doa kelennet ar c'hevrinoù d'an Æsir.

En XXvet kantved ez eus izili eus luskadoù pagan lies hag a ra gant lidoù hud zo, tennet eus ar seiðr.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Strom, F (10 May 1973). Nith, Ergi and Old Norse Moral Attitudes.