Sandie Shaw
Neuz
Sandie Shaw | |
---|---|
Sandie Shaw e 1967 | |
Anv | Sandra Ann Goodrich |
Ganedigezh | 26 a viz C'hwevrer 1947 Dagenham Bro-Saoz |
Broadelezh | Breizhveurat |
Micher | Kanerez |
Resped | 1964-2013 |
Micher all | Bredkurerezh |
Internet | Lec'hienn ofisiel |
Sandie Shaw, Sandra Ann Goodrich diouzh hec'h anv gwir, bet ganet e Dagenham (ur vannlev er reter da Londrez) d'ar 26 a viz C'hwevrer 1947, zo unan eus brudetañ kanerezed pop music ar bloavezhioù 1960.
Dre ma kustume kanañ diarc'hen e voe graet the barefoot pop princess of the 1960s anezhi e Bro-Saoz.
D'an 8 a viz Ebrel 1967 e voe dalc'het daouzekvet Kenstrivadeg Eurovision ar C'han e Vienna (Aostria) : gant Sandy Shaw hag he c'hanaouenn Puppet on a String ez eas ar maout, en ur ober dezhi mont da gentañ kanerez vreizhveurat o vezañ loreet da-geñver ar genstrivadeg-se.
E miz Ebrel 2013 he devoa graet he soñj kuitaat metoù ar sonerezh evit gwir.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]